Cecilie von Preußen

Eus Wikipedia
A gleiz da zehoù: Cecilie von Preußen, he mamm Cecilie zu Mecklenburg-Schwerin, he c'hoar Alexandrine Irene von Preußen e 1934.

Cecilie von Preußen pe Cecilie Viktoria Anastasia Zita Thyra Adelheid von Preußen (1917 Schloss Cecilienhof, Potsdam - 1975 en Königstein im Taunus) a oa ur briñsez eus Prusia, yaouankañ bugel diwezhañ Priñs-Pennhêr (Kronprinz) Alamagn, Wilhelm von Preußen, mab da Wilhelm II Alamagn. He mamm e oa Cecilie von Mecklenburg-Schwerin.

En 1949 e timezas d'ar Stadunanad Clyde Harris (1918-1958) ha mont da chom d'ar Stadoù Unanet. Bevañ a rejont e kêr Amarillo, en Texas. Ur verc'h o doe en 1954. Pevar bloaz goude e varvas he fried. Fellout a reas dezhi distreiñ da chom da Alamagn. Mervel a reas pa oa o weladenniñ Königstein im Taunus, en Alamagn.