Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Pennadoù eus an dibab

Eus Wikipedia

Gant ar bajenn-mañ e klasker renabliñ ar pennadoù dezho perzhioù a-zoare hag heverk e-touez ar miliadoù a bennadoù a gaver war Wikipedia e brezhoneg.

Mar en em gavit er Wikipedia brezhonek gant ur pennad dispar, klok, sklaer, savet eus ar c'hentañ e c'hallit ouzhpennañ anezhañ amañ. Pep hini a roio e soñj ha, ma vez kavet mat gant wikipedourien all ivez, e vo tu da renkañ anezhañ e-touez ar pennadoù eus an dibab.

Ouzhpennet e vo ennañ ar patrom {{Pennad eus an dibab}} e traoñv ar bajenn:

Anvet eo bet ar pennad-mañ da bennad eus an dibab dre ma tegas brud vat da Wikipedia, an holloueziadur frank, hollvedel ha digoust. Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh roll ar pennadoù eus an dibab.

Hag ar steredenn Ur pennad eus an dibab eo hemañ. mañ dre ar patrom: {{Steredenn pennad eus an dibab}}. Ar steredenn a ya e unan en tu dehou, e laez ar bajenn.

Pennadoù a-zoare a gaver war ar wikipediaoù all ivez. Servijout a c'hallont ober evit pinvidikaat hor pennadoù deomp ivez. Merket e vez ar pennadoù eus an dibab e Wikioù all gant ar patrom {{Liamm PuB|en}} (da skouer).

Ar pennadoù a live mat a zo da vezañ kinniget war ar bajenn pennadoù mat ma seblant deoc'h e c'heller o wellaat c'hoazh.

Etre 0,1% ha 0,2% eus ar pennadoù a zo eus an dibab, a geidenn, war ar wikipediaoù dre vras.

Roll ar pennadoù eus an dibab war ar wikipedia brezhonek

[kemmañ ar vammenn]

2 pennad diwar 87 193 a zo eus an dibab, da lavaret eo 0,01%

Kinnigoù pennadoù eus an dibab

[kemmañ ar vammenn]

An neb a fell dezhañ/i a c'hell lakaat pennadoù war ar renk evit bezañ anvet evel pennadoù eus an dibab. Lakait hoc'h ali, mar plij. Ur wech ma vo un ali sklaer a-berzh ar gumuniezh (d'an nebeutañ 5 ali a-du, hep enebadur kreñv) e tapo ur pennad steredenn ar pennadoù eus an dibab. Mod all e vo diellaouet gant ur merour goude pemp ali enebet.

Pa kinnigit ur pennad evit bezañ anavezet evel mat, lakait ar patrom-mañ e traoñ ar bajenn: Patrom:KinnigPAD.

Da ginnig marteze kentoc'h evel pennad mat. Mat eo ar pennad, met pas eus an dibab c'hoazh evidon-me. Benoni (Kaozeadenn) 15 Kzu 2007 da 13:53 (UTC)[respont]
Pennad mat kentoc'h. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]
A-du emaon gant Y-M D--Kadwalan 27 Eos 2011 da 23:16 (UTC)[respont]
Ha neuze? Tu zo kaout porchedoù eus an dibab... Bez zo war ar wikipediaoù all. Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 13:16 (UTC)[respont]
N'eus ken digeriñ ur bajenn all evit ar porchedoù. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2007 da 17:26 (UTC)[respont]
Arabat luzietañ re an traoù d'am soñj. N'eus nemet ur 15 porched bennak war hon wikipedia evit ar mare. Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 18:20 (UTC)[respont]

Ur porched mat kentoc'h eget eus an dibab. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]

Labour zo c'hoazh da glokaat ar porched daoust dezhañ da vezañ neuziet brav--Kadwalan 27 Eos 2011 da 23:17 (UTC)[respont]
A-du. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]
Mat eo din. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]
A-du emaon--Kadwalan 27 Eos 2011 da 23:23 (UTC)[respont]
Ya mat eo. --Y-M D 29 Her 2009 da 10:45 (UTC)[respont]

Me gav ez eo brav ha klok ar porched-mañ. --Y-M D 23 Her 2009 da 20:57 (UTC)[respont]

Ar pennad Berlin a gav klok-tre. --Y-M D 23 Her 2009 da 20:57 (UTC)[respont]

Ur mell labour a-zoare, a zo talvoudus evit al likezidi hag ar studierion pa zispleg dre daolennoù un Istor hir. — 2.13.214.63 18 Meu 2015 da 19:38 (UTC)[respont]

Marteze. Met d'am meno n'hall ket un IP na votiñ na lakaat votiñ war netra. Pa vo ur c'hinnig a-berzh un implijer e c'hallo bezañ studiet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Meu 2015 da 06:02 (UTC)[respont]

Ur pennad fonnus, resis ha daveet. Meur a bennad a-zoare zo er Wiki-mañ, poent eo d'ar gumuniezh (mard eus unan) garedoniñ al labour a zo bet graet gant un toullad tud abaoe 2007 ! --2A01:CB08:8919:A500:8956:11A8:BD58:43D 11 Gou 2023 da 18:43 (UTC)[respont]

Goulennoù evit tennañ ar meneg "Pennad eus an dibab"

[kemmañ ar vammenn]

Ma kav deoc'h n'eo ket dellezek ar pennad-mañ-pennad eus ar meneg "Pennad eus an dibab" e c'hellit goulenn amañ izeloc'h ma vo tennet ar meneg diwarnañ.

Sellet ivez ouzh:

[kemmañ ar vammenn]