Wikipedia:Na lammit ket war ar re nevez-deuet
Digoradur
[kemmañ ar vammenn]Digor emañ ar Wikipedia d'an holl a fell dezhe dont da labourat warnañ. Kaset e vez war-raok gant implijerion/ezed bet o labourat warnañ a-gozh met ivez a-drugarez da labour meur a hini all, dianav lod anezhe, deuet nevesoc'h da deurel ur sell ha degas un tammig eus o gouiziegezh war an dachenn-mañ-'n-dachenn.
Arabat ankounac'haat ivez e fazi an holl, ar re nevez-deuet koulz hag ar re goshañ, ha ret eo kaout pasianted evit ma teufe muioc'h-mui a dud a-youl vat da labourat war ar raktres.
Meur a hini deuet da lakaat ur sell a van da labourat ingal war ar raktres ha ret eo kaout pasianted pa vez reizhet o fazioù evit ma ne dec'hfent ket kuit d'an daoulamm-ruz abalamour da zoareoù re griz pa vije bet tu d'o lakaat war an hent mat gant komzoù sioul, o reiñ kalon dezhe.
Diorroadur
[kemmañ ar vammenn]ARABAT LAMMAT WAR AR RE NEVEZ-DEUET
Seul vuioc'h, seul welloc'h : Talvoudus-tre eo an dud nevez-deuet evit kas ar raktres war-raok. Seul vuioc'h a dud a deu da labourat, ingal pe a-wezhioù, war Wikipedia, seul ledanoc'h e teuio da vezañ an danvezioù a gavor da lenn ennañ. Seul vuioc'h a implijerion/ezed oberiant, seul neptuoc'h e vo ivez dre ledanaat an niver a savboentoù.
Bezañ dizaon: arabat ankounac'haat e vez erbedet ouzh an holl chom hep kaout aon da faziañ pa labouront war ar Wikipedia. Reolennoù ha pennaennoù a zo evel-just, met ret eo o lakaat da dalvezout en un doare gwevn gant ar re deuet d'ar raktres nevez zo. A-wezhioù zoken e rank bezañ kemmet ar reolennoù hag ar boazioù a-drugarez d'ur sklêrijenn nevez-taolet war ar raktres a-drugarez da degasadennoù tud nevez-deuet.
Reizhañ fazioù: faziañ a c'hell ar re nevez-deuet aezetoc'h evit ar re bet labouret war ar raktres abaoe pell evel-just. Reizhañ o fazioù a ranker, met gwell eo klask hen ober gant pasianted. Digor eo ar Wikipedia d'an holl ha gallout a ra an neb, dizanv pe get, dont da labourat ha da gemmañ traoù warnañ, ha kiriek eo an holl ivez da ledanaat ha da wellaat labour an holl ivez.
Labour kollet : peurliesañ ne oar ket an implijerion/ezed nevez-deuet e chom da vat an holl zegasadennoù kaset da benn hag enrollet war ar Wikipedia. Pa welont ez eus bet diverket traoù bet skrivet gante e c'hellont krediñ eo bet skarzhet da vat o labour ha kollet o amzer gante ha neuze e c'hell sevel ur brezel embann diwar an dizemglev-se. Mat eo reiñ dezhe da c'hoût n'eo ket bet "kollet" o labour da vat ha gallout a raio bezañ lakaet en-dro war-lerc'h ma vez ezhomm, zoken m'eo bet diverket, dre implijout istor ar bajenn. Ret eo ivez lakaat anezhe da gompren penaos e vez implijet ar pajennoù kaozeal evit displegañ o soñjoù hag abegoù ar c'hemmoù graet gante.
Kalonekaat : pa reizher fazioù tud nevez-deuet, gwelloc'h eo hen ober en un doare pozitivel evit reiñ c'hoant dezhe da zeskiñ, da reizhañ o fazioù ha da genderc'hel da labourat war ar Wikipedia.
Gwirioù ha skiant-prenet : gwir o deus an holl da gemer perzh er c'haozeadennoù. Arabat lâret ouzh tud nevez-deuet chom a-sav da gemer perzh e buhez ar raktres keit ha ma ne vo ket bet tapet muioc'h a skiant-prenet gante, rak talvoudus-tre e c'hell bezañ ar pezh int gouest da degas.
Implijout un ton sioul : ret eo klask implijout un ton sioul-kenañ atav pa zispleger da implijerion nevez-deuet ar fazioù bet graet gante evit ma c'hellfont deskiñ ha reizhañ o fazioù ha kenderc'hel da labourat war ar raktres kentoc'h evit spontañ anezhe hag o lakaat da dec'hel kuit.
Tagadennoù : difennet eo tagañ an implijerion/ezed all dre vras, met pouezusoc'h eo c'hoazh pa gomzer ouzh un implijer/ez nevez-deuet bet faziet gantañ/i. A-wezhioù e teu meur a implijer nevez da lakaat o mouezh en ur votadeg. Ret eo displegañ dezhe n'o deus ket gwir da votiñ (ma vez ezhomm) hep krediñ diouzhtu o doa en em enrollet evit gallout mouezhiañ ha lakaat an disoc'h da vont war un tu resis.
Sinañ : ankounac'haat a ra an implijerion/ezed nevez-deuet (hag ar re all un tammig koshoc'h ivez) sinañ o degasadennoù. Un dra vat eo o reiñ da c'hoût e rankont sinañ o evezhiadennoù war ar pajennoù kaozeal en un doare seven ha sioul.
Youl vat : daoust d'ar fazioù a c'hellont ober, ret eo kaout muioc'h a basianted gant an implijerion/ezed nevez-deuet ha krediñ e labouront a-youl vat kentoc'h evit krediñ e labouront a-ratozh-kaer evit distrujañ ar raktres dre o fazioù.
Faziañ ha skiant-prenet : evit ar re a zo bet o labourat war ar raktres abaoe pell e c'hell fazioù graet gant tud nevez-deuet hañvalout bezañ vandalerezh. Peurliesañ avat e sav seurt fazioù peogwir n'int ket boas ouzh mont en-dro ar wikiepdia c'hoazh - d'ar re goshañ an hini eo d'o heñchañ. Ret eo krediñ emaint a-youl vat kentoc'h evit lakaat anezhe da vandaled pe roñfled diouzhtu.
Nevez-deuet e oa an holl : arabat ankounac'haat e oa nevez-deuet an holl gwechall... mat eo en em zerc'hel e-keñver ar re nevez-deuet d'o zro dres er memes mod ha ma fellas dit pa oas-te nevez-deuet.
ALIOÙ EVIT AR RE EN ARVAR DA LAMMAT WAR AR RE ALL
Dre vras e c'heller chom hep lammat ouzh ar re all hag ar re nevez-deuet dreist-holl dre heuliañ an alioù fur-mañ :
- Chom hep implijout anvioù-gwan evel "droch", "sot", "spontus" hag ober goap pa faziont gant gerioù evel "Mat-tre!!!";
- Implijout un ton sioul ha seven atav pa displeger o fazioù d'an dud;
- Klask respont en un doare sioul ha kempouez atav;
- Chom seven atav pa responter da evezhiadennoù ha kemmoù graet gant ar re all;
- Bezañ prest atav da dont a-benn da dizhout un emglev en ur anavezout ez eus doareoù disheñvel da welet an traoù (s.o. Argerzhadur evit diskoulmañ tabutoù);
- Selaou ar re all, respont dezhe en ur chom prest da degemer o sav-poent ha da gilañ ma vez ezhomm;
- Anavezout ez eus doareoù disheñvel da labourat ha da soñjal.
Hetiñ degemer mat: implijour ar patromoù-mañ evit hetiñ an degemer mat d'an implijerion/ezed nevez:
- {{Degemer mat war da bajenn}}: da stagañ ouzh o fajenn bersonel
- {{Degemermat nevez}}: da stagañ ouzh o fajenn gaozeal personel;
Emzalc'h pep hini: klask en em derc'hel en un daore seven atav. Ma chomez hep lammat war ar re all e vo diaezetoc'h rebech traoù ouzhit ivez d'az tro. Klask kalonekaat ar re all da genderc'hel gant o labouur en ur reizhañ o fazioù ma vez ezhomm ha neuze e vo brasaet ha gwellaaet ar raktres gant ar muiañ-niver a dud posubl.
PETRA OBER PA VEZ LAMMET WARNOUT
Setu un nebeud alioù fur evit ar re nevez a gav dezhe eo bet lammet warne:
- Klask deskiñ kentoc'h evit mont e fulor evit kenderc'hel da labourat da da wellaat an degasadennoù en dazont;
- En em c'houlenn petra a c'hellas ober an hini en doa lammet e lec'h lammañ ha neuze ober er mod-se p'en em gaver en arvar da lammat war tud all;
- Trugarekaat an dud bet lammet warnout evit bezañ reizhet ar fazioù graet ganit evit siolaat an traoù en ur ouzhpennañ daveenn ar bajenn-mañ ([[Wikipedia:Na lammit ket war ar re nevez-deuet|Na lammit ket war ar re nevez-deuet]]);
- Ret eo goût ne vez ket lammet war an dud dalc'hmat. War sioulaat ec'h ay an traoù. Klask bezañ pozitivel ha lakaat e pleustr ar pezh a zo bet desket gant al lammadenn;
- Bez' e c'heller lâret en un doare seven ne blij ket an doare m'eo bet lammet warnout en ur c'hoût ne vo ket respontet dit dre ret. Klask mont war-raok atav kentoc'h evit chom gwall c'hloazet ha digalonekaet gant pep lammadenn