Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 52 bloaz 2007

Eus Wikipedia

24/12/2007 — 30/12/2007

skrivañ un dra bennak en eil sizhun hag hanter-kant eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Nedeleg laouen, ha yec'hed d'an holl, Pa vo lipet homañ ne vo ket aet da goll. Met sachit dousig warni: N'eo ket chug gwini. Bianchi-Bihan 23 Kzu 2007 da 01:15 (UTC)[respont]

Ha gouelioù-goañv laouen d'an holl diouzh ma ferzh-me ivez! Neal (Kaozeal) 23 Kzu 2007 da 07:27 (UTC)[respont]

Ur prantad a levenez e-doug gouelioù diwezh ar bloaz 2007 a hetan d'an holl Wikipedourien. Tamm-ha-tamm e ya pelloc'h ar wiki-mañ. Ma ne ziskrogomp ket ha ma teu mioc'h a dud e vo savet un ostilh a-bouez evit dazont an deskadurezh vrezhonek, ar pal uhelañ e c'hellomp tizhout. --Ch. Rogel 25 Kzu 2007 da 19:09 (UTC)[respont]

A-du ganit-te. Gant ma vo soñjet atav eo ur benveg deskadurezh evit an holl vrezhonegerien, ha re ar skolioù ivez, ha n'eo ket c'hoariell un dornad tud, o klask kouchañ gerioù digomprenus dreist-ezhomm.
Ar gouelioù goañv nemeto anavezet ganin e brezhoneg eo Nedeleg ha Deiz Kentañ ar Bloaz. Kala-goañv zo ivez, met n'emañ ket e-kerzh ar goañv. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2007 da 19:22 (UTC)[respont]

Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]
Skoazell goulennet evit skeudennoù Caol Ila. Gwelloc'h eget kozh kakola. Bianchi-Bihan 23 Kzu 2007 da 09:18 (UTC)[respont]

... er rummadoù! Etre Skos ha Bro-Skos. Etre lennegezh ha barzhed, etre Kembre, ha kembraek! ur c'holl skiant. Bianchi-Bihan 26 Kzu 2007 da 06:11 (UTC)[respont]

  • 4 pennad ha 2 borched a zo war ar renk evit dont da vezañ ur pennad pe porched eus an dibab. N'eus nemet 2 pennad eus ar feson evit poent war ar wikipedia brezhonek. Kit da deurel ur sell da skouer war ar pennad Mec'hiko hag ar porched Babel.
  • 11 pennad ha 5 porched a zo war ar renk evit dont da vezañ ur pennad pe porched mat. N'eus pennad mat ebet evit ar mare war ar wikipedia brezhonek. Kit da deurel ur sell da skouer war ar pennad deiziadur gregorian ha porched ar bed sinaat.

Pedet oc'h da reiñ hoc'h ali. Trugarez. Benoni (Kaozeadenn) 28 Kzu 2007 da 12:03 (UTC)[respont]

Brezelioù Benoni

[kemmañ ar vammenn]
Met an holl a c'hell labourat war ar pajennoù-se, gant ma vo doujet d'ar reolennoù savet dre ar c'hendivizoù reolata (war an anvioù tud ha war treuzlizherennadur ar gresianeg da skouer)... Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 11:58 (UTC)[respont]