Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 51, bloaz 2014

Eus Wikipedia

15/12/2014 — 21/12/2014[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun ha hanter-kant eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Restaorasion ?[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h everion !
Ur pennad Eil Restaorasion zo hag a rank bezañ adanvet, hervezon, e Eil Assavidigezh. Gwelout an arguzennoù amañ : Kaozeal:Eil Restaorasion. Roit ho alioù mar-plij ha yec'hed mat ! --5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 10:31 (UTC)[respont]

Ale, paeañ 'ran ma foullenn en enor da Assavidigezh ar Poell er wiki-mañ ! — 2.14.48.101 17 Kzu 2014 da 16:55 (UTC)[respont]
Trugarez deoc'h da reiñ arguzennoù ouzhpenn ha da respont d'ar goulenn.--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 20:10 (UTC)[respont]

Salud d'el lonkerion. Ul lomm zo gaoued? 2.12.202.22 17 Kzu 2014 da 20:14 (UTC)[respont]

Ur varikennad sistr a zo da echuiñ a-raok hanternoz.--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 20:16 (UTC)[respont]

Peseurt difoc'h a reer etre ar rakgerioù "Ad" hag "As" ? (gwelout diviz ar Restaorasion a-us)--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 20:10 (UTC)[respont]

Ma ne vijen oc'h ober kaoz gant tud o c'hoari kuzhat a-drek o IPoù, evel Edgared en egar, e larfen eo ar memestra, nemet as a zo un adstumm da az, hag a zeu eus ad, gant ar c'hemmadur d/z. Etre adfoar hag azfoar n'eus kemm ebet, evel etre adc'houlenn hag azgoulenn, nemet "az" a zo leonek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 20:40 (UTC)[respont]
[...] ur stumm reishoc'h e-keñver soniadoniezh ar brezhoneg zo bet embannet gant M. Ménard. am boa skrivet aze ; n'on ket bet o furchal ma levrioù (er gêr emaint), met daou dra a ouzon : /assa/ a zistagan-me evit [adsa], hag emañ ar ger assac'h e Geriadur Brezhoneg An Here (GBAH). — 2.14.48.101 17 Kzu 2014 da 20:47 (UTC)[respont]
N'on ket Sad Edgar (SADED gar?) ! Hogen, enor deoc'h c'hwi ha trugarez.--5.39.8.216 17 Kzu 2014 da 20:51 (UTC)[respont]

Piv oar? Edgar a vez atav o c'hoari kontañ bidennoù pa ne vez ket o ouelañ d'e c'heriadurioù chomet o-unanoù er gêr. A-wechoù e kont eo Saoz, evel te ha me, pe Saozez, pe me oar. Amzer da goll en dez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 21:03 (UTC)[respont]

Ne skuizh ket o lakaat anvioù a-drek al lesanvioù pe an IPoù. E-pad mizvezhioù en deus tamallet e gaou un den ha na gemere tamm perzh ebet er Wikipedia.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 21:11 (UTC)[respont]
Opala, erru eo lagad Edgar war hon choug, poent din sachañ ma skasoù. Noz vââât! Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 21:16 (UTC)[respont]

Er gêr emañ ma levrioù-dave brezhonek, pa ne c'hallan ket o c'has war an hentoù ganin (ha pec'hed e vije ?), met taolet em eus ur sell war degasadennoù Sad Edgar er Wiki-mañ tuchantik, ha hats off d'an den. — 2.14.48.101 17 Kzu 2014 da 21:32 (UTC)[respont]

An emveuliñ ne ra ket aon da Edgarig. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2014 da 22:08 (UTC)[respont]
Pegoulz 'ta e paouezi tamall an dud hep prouenn? Doareoù ar renadoù totaliter… E-pad mizvezhioù ez peus tamallet e gaou un den ha na gemere tamm perzh ebet er Wikipedia, ha skoet vil gantañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Kzu 2014 da 10:35 (UTC)[respont]

Paouez da damall, e brezhoneg Treger. Sell 'ta! O kemer ar memes hent ha da Edgarig emaout: eñ a lare oan faskour, ha te zo komz eus totalitaer? Petra 'vo graet? Goulenn diganit diverkañ da gunujenn ? Pe digant Edgar ober ez lec'h? Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Kzu 2014 da 11:58 (UTC)[respont]

Patrom: Strollad politikel Brazil[kemmañ ar vammenn]

Piv a c'hello kregiñ 'barzh m.p. ? Trugarez en a-raok. Kadbzh (kaozeal) 19 Kzu 2014 da 08:04 (UTC)[respont]

Daoust peseurt digarez a vo kavet gant ar vitonerien da hennezh all: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Matthias_Ia%C3%B1_an_Impalaeriezh_Santel&action=history? Lakaomp e vije unan all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Kzu 2014 da 15:38 (UTC)[respont]

N'eus ket kalz tra db niver an annezidi: "E 2009 e oa 4 578 197 a dud o chom e Breizh hervez an INSEE." Hag e 2014? Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Kzu 2014 da 08:39 (UTC)[respont]

... a c'hallfe kempenn an daolenn diglok? https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Niscemi&oldid=1606623 Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Kzu 2014 da 11:05 (UTC)[respont]