Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 50, bloaz 2012

Eus Wikipedia

10/12/2012 — 17/12/2012

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Dont a ra wikimedia, evel bep bloaz, da c'houlenn arc'hant diganimp, e brezhoneg fall ouzhpenn ( ur million implijer, sic ) ... N'hallfemp ket skarzhañ pe ar c'hemenn, pe ar brezhoneg fall da vihanañ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Kzu 2012 da 21:35 (UTC)[respont]

Un dra bennak a vir ouzh ar banniel gall da zont war wel. Unan bennak oc'h iriennañ a-enep d'o banniel? Ur vezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Kzu 2012 da 08:54 (UTC)[respont]

Renket drezañ e -unan. Ur burzhud republikan marteze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Kzu 2012 da 16:34 (UTC)[respont]

Al lizherenn C

[kemmañ ar vammenn]

Bannac'h chufere, mar plij... Ya, ur goulenn en davarn-mañ : pe "bolitikerezh" zo er Wiki-mañ evit a sell ouzh al lizherenn C, mard eus unan ?
Bez' emañ Kolombia ha Costa Rica, Kalifornia ha Connecticut, da skouer — ne 'm eus ket furchet pelloc'h.
• Setu amañ ur gudenn resis : Marie Curie > elfenn gimiek 96Cm Curium (ofisiel IUPAC) / Kuriom (e Geriadur ar Gimiezh Yann-Baol an Noalleg) ?
Reishoc'h a-galz eo Kuriom evel-just (K a gaver e meur a Wiki), met... Konnektikut, neuze ? T42N24T (kaozeal) 17 Kzu 2012 da 18:11 (UTC)[respont]

Pell zo ez eus bet kaoz eus se, hag evel-just neoa ket kaoz a gemmañ anvioù Marie Curie, Julius Caesar, Jacques Anquetil. Evit an anvioù-lec'hioù ne oa ket ken sklaer : darn zo bet brezhonekaet abaoe ur pennad, met hervez am eus soñj ne oa ket kaoz da vrezhonekaat ar re all. Uruguay, da skouer. Goude se e teu afer ar gerioù savet diwarno: uruguayat, pe ourougwaiat? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2012 da 18:19 (UTC)[respont]