Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 51, bloaz 2012

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

18/12/2012 — 24/12/2012[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en unanvet sizhun ha hanter-kant eus 2012 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Sidan (disheñvelout)[kemmañ ar vammenn]

Evel tost bep tro gant seurt titloù e sav mesk. Aesoc'h e vije gant ur pennad disheñvelout anvet sidan, a gasfe da sidan (evn), da seiz, da sidan (kanerezed) hag all. Dre chañs ez eus diskoulmoù all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2012 da 16:10 (UTC)Respont[respont]


Bepred ar memes diskan. Ha pa weler mat er fedoù, an den kentañ o vont a-enep d'an doare-se da welet an traoù eo Bianchi-Bihan e-unan... N'eus nemet ober tro ar pennadoù nevez-savet gantañ, evel Krios. N'eo ket gwall hir:

Krios (Κρίος /Kríos e gregach), ), a oa un Titan, mab da Ouranos (an Oabl) ha Gaia (an Douar). Hervez Hesiodos e oa dimezet d'e hanterc'hoar Euribia, merc'h da Gaia ha Pontos (an dour-mor). Tad eo da Astreos, Pallas ha Perses. Pausanias a ro anv Python evel ur mab all dezhañ. Gant an Ditaned all e voe distroadet gant Zeus. ==Brezel== Ur brezel dek vloaz a voe etre an Ditaned ha doueed an Olimp, Zeus e penn arme an doueed, skoazellet gant Kikloped hag Hekatonc'hired. Pa voe echu ar brezel ha trec'h an Doueed olimpek, e voe taolet an holl Ditaned d'an Tartaros, hag eno e vezent diwallet gant an Hekatonc'hired, bugale all da Ouranos, kant dorn dezho.
Ma lakaer e-maez al liammoù diezhomm a-walc'h (mab, tad: n'eus ket kalz a dud o kaout ezhomm da glikañ warne, hag evel ma vez lavaret war ar wikipediaoù all "re a liammoù a lazh al liammoù"...), ha pa seller ouzh al liammoù "holloueziadurel" e weler ez eus un darn vras hag a zo fall. Evit "gregach" e oa dav lakaat henc'hresianeg da liamm, evit "Gaia" e oa dav lakaat Gaia (doueez) (div wech), evit "Pontos" e oa ret lakaat Pontos (doue), evit "Pausanias" e oa ret lakaat Paosanias ar Beajour, e-lec'h "Python" eo Piton (aerouant) a oa da lakaat, hag e-lec'h "Kikloped" e oa Kiklop al liamm.

Leun eo ar Wikipedia brezhonek gant seurt liammoù a-dreuz... Ur c'holl skiant evit al lenner.
Petra hon eus c'hoant? Ur milendall, ur c'hoari "signes de piste", pe un holloueziadur spletus d'an holl?

Ar pennadoù mitologiezh o dije gallet bezañ talvoudus evit skolajidi ar 6vet klas paneveken. Kollet e vezont gant seurt stropoù avat ha digalonekaat a reont diouzhtu, ken ez eont war-du ar... wikipedia gallek!
Kalz nebeutoc'h a c'hwitadennoù a vije ma vije graet gant pajennoù "disheñvelout" gwir (gant ar ger-se en titl; evel ma vez graet dre vras e saozneg, lakaomp).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Kzu 2012 da 17:25 (UTC)Respont[respont]

Pezh zo plijus el linennoù a-us eo gwelout pegen karget int gant ar spered a genlabour, a genskoazell, a gamaradiezh, perzhioù heverkañ ar wikipedia ... Gwech ebet ne vez taolet ur sell ouzh al labour graet, ar pezh a gont eo ar blijadur a vez o tispenn chupenn an nesañ gwashañ ma c'haller .
Evel-just evit kaozeal, ma'z eus ur ster d'ar ger c'hoazh, e vije mat paouez da c'hoari tremen ar re all da c'henaoueien, ehanañ da ober van da c'houzout petra a sonj al lennerien gwelloc'h eget nikun (an holl dud zo lennerien, mar plij), ha poent dic'hwezhañ ar sac'had brasoni.
Fentus e kavan ivez " evel ma vez graet dre vras e saozneg" ... DRE VRAS... a zo lavaret buan... Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2012 da 17:46 (UTC)Respont[respont]

Robotoù[kemmañ ar vammenn]

Evit ar re a blij dezho kaozeal eus "brezel robotoù" (sic) , sed amañ ur robot hag a ra brezel d'ar skiant vat:

Ha n'emañ ket e-unan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Kzu 2012 da 13:32 (UTC)Respont[respont]

N'eo ket un afer "brezel robotoù", na brezel ouzh robotoù evel ma vez graet gant tud 'zo amañ, met abalamour ma oa bet skarzhet ar pennad diouzh ar wikipedia gallek [1]. Abaoe eo bet adsavet, hiziv end-eeun!, gant an hini a zo deuet da lakaat al liamm etrewiki [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Kzu 2012 da 14:42 (UTC)Respont[respont]

"Brezel ouzh robotoù"! Ur romant gant Isaac Asimov nevez lakaet e brezhoneg ? Keloù mat Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Kzu 2012 da 15:05 (UTC)Respont[respont]