Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 50, bloaz 2011
12/12/2011 — 18/12/2011
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Etrewiki
[kemmañ ar vammenn]N'eo ket ar wech kentañ din kaozeal eus se amañ, met dav eo distreiñ war ar gaoz war a seblant. N'eo ket abalamour ma vez graet ul liamm etrewiki war ur pennad nevez-savet (ha c'hoazh e vije mat gwiriañ hag an hini mat eo) evit krediñ e vo peurc'hraet al labour gant ur robot bennak. Kement-mañ 'zo gwir muioc'h c'hoazh evit ar "pennadoù diazez" hag a zo talvoudus evit ar renk a c'hall ar wiki brezhonek tapout e-keñver ar re all. War a seblant n'eus robot ebet a gemer e kont ar re-mañ ma ne vez ket lakaet an etrewiki brezhoneg war ur wiki all bennak (an hini saoznek lakaomp, hag a zo an hini diazez). Evel-se Nekropol Gizah, krouet d'ar 7 a viz Du, ne oa ket c'hoazh war etrewikioù ar yezhoù all d'an 13 a viz Kerzu. Ar memes tra evit spesad en arvar, krouet d'an 3 a viz Kerzu. Neuze 'ta, m'ho peus krouet ur "pennad diazez" er mizvezhioù diwezhañ-mañ, kit da wiriañ mar plij.--Trec'hlid mitonet 14 Kzu 2011 da 12:36 (UTC)
- N’on ket sur da gompren tout : emaout o komz d’ar liamm etrewiki (IWL) diavaez ?
- Ar gwellañ eo lakaat al liamm gant ar Wikipedia brezhonek e-barzh ar Wikipedia saoznek (evel teus graet ar mintin-mañ). Aesoc’h e vo evit ar robotoù. Hervezon chom a ra an IWL ul labour robotoù memestra.
- Cdlt, VIGNERON 14 Kzu 2011 da 15:23 (UTC)