Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49, bloaz 2011
05/12/2011 — 11/12/2011
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun ha daou-ugent eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Ur brezel diot nevez
[kemmañ ar vammenn]Ur brezel diot all 'zo nevez-digoret war hor wiki. Lakaat "ruseg" ha "rusek" e-lec'h "rusianeg" ha "rusianek". Ma kaver an daou e-barzh geriadur R. Hemon, n'eus nemet "rusianeg" gant Vallée ha gant Geriadur An Here. N'emañ ket aze an dalc'h kement-se forzh penaos. Ar pezh 'zo, daoust ma oa ur rummad "Lennegezh rusianek" abaoe C'hwevrer 2006 hag ur rummad "Skrivagnerien rusianek" abaoe Gouere 2007 war hor wiki, setu hon den o tont da sevel ur rummad "Lennegezh rusek" hag ur rummad "Skrivagnerien rusek" hiziv end-eeun da geveziñ oute, ha da vont da erlerc'hiañ kement ha ma kav gant an difrae hag ar pres a anavezomp mat, ha da sevel nouspet pennad da vont da duiñ gant e c'hoant nevez. Kredet em boa er penn kentañ ne oa nemet diwar dievezhded e oa bet savet ar rummadoù-se gantañ, ha soñjal a raen e vije bet a-walc'h degas ar c'heloù. Disouezhet on bet buan: hag evel boaz eo bet aner klask kaozeal [1].--Trec'hlid mitonet 7 Kzu 2011 da 19:34 (UTC)
- Troet on d'ober gant ruseg, evel rusegerien a anavezan. Ma fell da dud zo mirout rusianeg ne ran forzh ebet. Met n'eo ket ret lavarout n'eus forzh petra: kemmañ ur ger amañ n'eo ket ober ur brezel. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2011 da 09:22 (UTC)
- Ne welan ket mat abalamour da betra n'hallfed ket ober gant ruseg/k dre ma vez graet gant...belaruseg/k ivez !? N'oc'h ket arru skuizh gant ar brezelioù diehan-mañ ???!!!--Prieladkozh 9 Kzu 2011 da 19:05 (UTC)
Prieladkozh o respont
[kemmañ ar vammenn]- Faziet e vefen bet eta, met ne oa ket disol. Hegaset gant ar rendaeloù difin a vez renet gant an Aotrou Bihan hon laka da goll nerzh hag amzer em boa soñjet e oa poent chom a-sav gant homañ. Mard on faziet o soñjal e oa al lesanv "Prieladkozh" ur vargodenn da Vianchi-Bihan e c'houlennan gant Prieladkozh bezañ digarezet. Setu amañ penaos e oan bet touellet :
- Bewezh ma oa deuet Prieladkozh d'an davarn da gaozeal e oa diwar-benn ar c'haozeadennoù taer en-dro da Vianchi-Bihan aze hag amañ. :ya, ha neuze, pelec'h emañ an dalc'h !? N'em eus ket ezhomm da vezañ bountet evit bezañ heuget gant emzalc'hioù 'zo amañ--Prieladkozh 9 Kzu 2011 da 19:25 (UTC)
- Memes doare da voueta ar pennadoù a zo ganto o-daou : enrollañ ur bern degasadennoù bihan diouzh renk e-lec'h implijout ar bouton "rakwelet" hag enrollañ pa vez prest hag echu al labour (koustus eo an doare-se da ober evit ar Wiki). :Ha kalz eeunoc'h ar respont dre ma teskan tamm-ha-tamm ober gant ar benveg-mañ ; arabat klask laou e-lec'h ma n'eus ket memestra ! Ur gwir gleñved e teu da vezañ a-benn ar fin--Prieladkozh 9 Kzu 2011 da 19:25 (UTC)
- Ouzhpenn ar memes doare da labourat emañ ivez ar memes seurt pennadoù a vez pleustret ganto er Wikeriadur (dibennoù-ger/lostgerioù) :Ha n'eus ket mezh warnon dre ma voen degemeret mat gant Bianchi-Bihan ha Y-M D ma'm eus soñj mat ; ha n'oan ket bet na skoazellet nag aliet gant den ebet all, tudoù !--Prieladkozh 9 Kzu 2011 da 19:25 (UTC)
- Kustum eo Bianchi-Bihan da implijout meur a lesanv e meur a lec'hienn (setu amañ evit ar wikipedia brezhonek : [2]
- Gouest eo ivez da implijout e lesanvioù evit reiñ muioc'h a bouez d'e savpoent, setu amañ ur skouer :
- Savet e oa bet ur pennad "Gwilen" gant Ch. Rogel d'ar 25 Gouere 2005 ha nebeut goude e voe savet ur pennad all, "Gwilun", gant Shelley Konk (ur vargodenn da Vianch-Bihan). Er bajenn Kaozeal:Gwilun e teu Bianchi-Bihan, alias Kergidu, alias Shelley Konk da arguziñ a-du gant ar stumm "Gwilun" a-enep da veur a hini a-du gant ar stumm "Gwilen". Aet ar maout gant Bianchi-Bihan a-drugarez d'an dro-gamm-se.
- --Ben Herzog 4 Kzu 2011 da 09:00 (UTC)
- Faziet e vefen bet eta, met ne oa ket disol. Hegaset gant ar rendaeloù difin a vez renet gant an Aotrou Bihan hon laka da goll nerzh hag amzer em boa soñjet e oa poent chom a-sav gant homañ. Mard on faziet o soñjal e oa al lesanv "Prieladkozh" ur vargodenn da Vianchi-Bihan e c'houlennan gant Prieladkozh bezañ digarezet. Setu amañ penaos e oan bet touellet :
Tu zo da wiriañ ar chomlec'hioù IP ma vez goulennet sklaer gant unan eus ouzhoc'h.--Gwendal 9 Kzu 2011 da 19:45 (UTC)
- ME AN HINI eo a c'houlenn ma vo gwiriet ar chomlec'hioù IP evit ma paouezo an tamalloù null-se da vat !--Prieladkozh 10 Kzu 2011 da 09:25 (UTC)
- Lakomp re Kadwalan ha Ben Herzog er baner ivez.
- Ha dieubomp an holl bennadoù morailhet gant Kadwalan mar plij. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2011 da 20:05 (UTC)
Goude soñjal, ne fell ket din kemer perzh en abadenn diroll boulc'het er bajenn-mañ gant adimplij teodata kozh. Met ne lezin ket chupennañ a-hed hag a-dreuz. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2011 da 12:59 (UTC)
- Ha n'em boa ket goulennet skoazell digant den ebet ivez...--Prieladkozh 11 Kzu 2011 da 13:57 (UTC)
Anvioù kumunioù divadezet
[kemmañ ar vammenn]Anvioù kumunioù a zo bet divadezet, lamet kuit ar meneg disheñvelout (Bo-C'hall) hep reiñ an disterañ abeg. Koulskoude ez eus anvioù heñvel evit kumunioù eus Belgia: Cerfontaine, Bouvignies, Lesdain, Carnières, Haulchin, ha marteze reoù all... Evit distreiñ d'ar titl kentañ ha gallout mirout istor ar pajennoù-se e vefe ret ober un dra bennak, ha n'eus nemet ur merour a c'hall ober a gav din. Pe neuze lakaat un titl nevez evit tremen hebiou ar gudenn? Lakaat "Frañs" e-lec'h "Bro-C'hall" da skouer?--Trec'hlid mitonet 11 Kzu 2011 da 10:31 (UTC)
- Kentañ tra d'ober, serriñ kont ar paotr. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2011 da 10:48 (UTC)
- War a seblant oa bet graet fazioù bihan gant implijer:Vargenau, traoù mad oa bet graet ivez. N’eus ket d’ezhomm da serriñ ar c’hont.
- @Bianchi-Bihan : d’am soñj oa bet laret dit milliadoù à gwech : ARABAT EO DA TERRIÑ AN ISTOR ! (gant da fazioù zo gaoù an istor bremañ !).
- @Trec'hlid mitonet : pa zo bet mesket an istor evel-se n’eus netra ken d’ober.
- A galon, VIGNERON 14 Kzu 2011 da 08:08 (UTC)
Ne welan ket pelec'h e vefe ar fazi. Ha n'em eus ket soñj eus gwechoù all. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2011 da 11:09 (UTC)
- Setu (heul al liamm) ar fazi. Arabat eo gant an aotre-implijout Creative Commons hag al lezenn broadel ha etrebroadel da terriñ an istor (pouezusoc’h eget tout ar reolennoù all en ur wiki !). « Le droit de paternité est inaliénable, perpétuel, et imprescriptible » (n’ouzon ket penaos vez graet d’eus se e brezhoneg). Nemo censetur ignorare legem.
- Geo, e oa bet lâret meur a wech : amañ hag amañ ivez (d’an nebeutañ).
- A galon, VIGNERON 14 Kzu 2011 da 14:13 (UTC)
Setu pezh a welan:
- Kemmet eo bet ar skrid, hervez reolennoù ar wiki. Evel ma c'hoarvez 900 000 gwech bemdez er wikipedia. Evel en doa graet Varguenau em raok. Evel ma talc'h d'ober en hon wiki-ni.
- Ne welan ket pelec'h eo skrivet ar reolenn c'hallek meneget ganit.
Bianchi-Bihan 14 Kzu 2011 da 14:23 (UTC)
- E Bro C’hall zo ar « fr:Code de la propriété intellectuelle » (CPI). Gant pennadoù evel CPI L111-1 pe L121-1. Bez ez eus ivez ar fr:Convention de Berne pour la protection des œuvres littéraires et artistiques (gant da skouer pennad 6bis) sinet gant kazi tout ar broioù er bed. En traoñ tout ar pajennoù Wikipedia zo skrivet : « Gallout a reer implijout an testennoù zo dindan an Aotre-Implijout Creative Commons Dereiñ/Kenrannañ; divizoù ouzhpenn a c'hall bezañ ivez. Gwelet an Doareoù Implijout evit gouzout hiroc'h. » (ne vefe ket fall da lenn ha kompren ar c’hontrad asantet bemdez !)
- Pa zo kemmet ur pennad zo enrollet ar c’hemm e-barzh an istor evit doujañ al aotre-implijout hag al lezenn. Istroroù zo liammet gant titl ar pennad. Pa zo adenvelet ur pennad, an istor heul an titl nevez.
- Gant Vargenau oa bet graet ur fazi bihan met ganit oa bet graet ur fazi brasoc’h mesket eo istorioù : istor Cerfontaine (Bro-C'hall) zo liammet gant Cerfontaine hag n’eus ket ken istor gant Cerfontaine (Bro-C'hall) ! Setu eo ret da adenvel ar pennadoù hag arabat eo da kopiañ-pegañ.
- Sklaer eo bremañ ? (gant ma vrezhoneg n’eo ket aes da displegañ an dra-se)
- A galon, VIGNERON 14 Kzu 2011 da 14:57 (UTC)