Kaozeadenn Rummad:Skrivagnerien rusek
Neuz
Rummad diezhomm, ur rummad "skrivagnerien rusianek" a zo abaoe 2007. Gant un adkas e vo a-walc'h.--Trec'hlid mitonet 7 Kzu 2011 da 17:44 (UTC)
- Ha neuze? Kemmañ a c'haller, ha kemmañ eo diazez ar wikipedia. Ruseg zo er geriadurioù. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2011 da 17:50 (UTC)
- Ha rusianeg a zo er geriadurioù kenkoulz all ivez, ha kenkoulz eo ma n'eo ket gwelloc'h, neuze ne oa ket ezhomm da gemm. Dispenn ar pezh a vez graet gant ar genlabourerien all n'eo ket diazez ar wikipedia.--Trec'hlid mitonet 7 Kzu 2011 da 17:52 (UTC)
- Kemm n'eo ket dispenn, a-hend-all ec'h anavezan dispennerien all er vro. Lavarout a c'hallez eo gwelloc'h rusianeg eget ruseg, met n'eo nemet un ali personel keit ma ne vo ket prouet. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2011 da 17:56 (UTC)
- Ar rummadoù-se a oa anezho abaoe bloavezhioù. Kompren a rez an dra-se pe ne rez ket? Perak mont da sevel traoù all? Fae war ar genlabourerien n'eo ken.--Trec'hlid mitonet 7 Kzu 2011 da 18:00 (UTC)
Hervez reolennoù wikipedia e c'haller kemmañ pezh a garer, ne vern abaoe pegeit e vijent bet savet, mizvezhioù pe bloavezhioù. Marteze e ra fae ar reolennoù war ar genlabourerien? Arabat lavarout n'eus forzh petra.[ http://br.wikipedia.org/wiki/Pemp_pennreolenn_ar_wikipedia ]. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2011 da 18:05 (UTC)
- Gallout a reer kemmañ un anv evel-just, met daoust ha rankout a reer ober ? Daoust hag un ezhomm a zo ? Daoust ha fall pe direizh eo an anv Lennegezh rusianek ? Ne welan ket perak e vije. Jarl Priel a rae, en e skridoù, gant ar ger "rusianeg". Gwelloc'h lezel an traoù evel m'emaint. N'eo ket gant degas kemmoù bihan evel [1] e vo gwellaet an danvez zo er Wikipedia brezhonek. Ur bern reizhadennoù talvoudus a vije da zegas d'ar pennadoù. N'eo ket al labour a vank d'ar re o deus c'hoant degas kemmoù. --Llydawr 7 Kzu 2011 da 22:11 (UTC)
- N'em eus ket laret e oa fall rusianeg, ha n'eo ket me 'ni en deus laret e oa gwelloc'h an eil evit egile. Gwir eo e vezan techet d'ober gant ruseg, evel an daou Rus vrezhoneger a ran kaoz gante bep sizhun. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2011 da 07:17 (UTC)
- Ma reer an dibab d'ober gant ar ger rusek e ranker diskargañ ar Rummad:Skrivagnerien rusianek evit na kaout div rummadoù heñvel o fal. N'eo ket bet graet al labour, piv raio ? D'an hini en deus dibabet ober gant ar ger rusek ? Gwendal 17 Gen 2012 da 16:55 (UTC)