Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 45, bloaz 2017
06/11/2017 — 12/11/2017
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha daou-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
Trawalc'h !
[kemmañ ar vammenn]Daoust ma'z eus meur a hini o klask gwellaat ar pennad Lethe ha lakaat ar pennad da zoujañ da reolennoù Wikipedia, e kendalc'h Bianchi Bihan gant e vrezel embann. N'eo ket hepken evit lakaat e zibaboù personel da skrivañ an anvioù divoutin gresianek (en enep da Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern divizet gant ar gumuniezh), met lakaat a ra en-dro e zoare dezhañ-eñ eus ar bajenn, o nac'h ar gwellaennoù degaset gant ar genlabourerien all (reizhañ fazioù yezh, reizhañ vioù-koukoug, kempenn ur frazenn foutouilhek, lakaat al liammoù diabarzh mat, kempennoù all a bep seurt...). Penn-da-benn a-enep doareoù Wikipedia eo an emzalc'h.--Maenruilh (kaozeal) 8 Du 2017 da 00:43 (UTC)
- Kozh kaozioù. Ar pennad Lete zo bet krouet ganin hag astennet ganin, hag ar re a c'hoari plantañ "h" pe "y" e-lec'h n'eus ket ezhomm n'eo ket gwellaat ar pennad a reont.
- Da reolenn n'eo ket bet votet na ganit na ganin, ha n'eo ket reolenn ebet e bed ar brezhoneg. C'hoari da boliser a fell dit ober marteze. Tud zo a vez prest da gemer ar vruzunennig galloud a gavont da zastum ha da c'hoari ganti gant goude.
- Ma fell dit pinvidikaat ar wikipedia E GWIRIONEZ e c'hallez en prouiñ, o sevel pennadoù e-lec'h klask c'hoari gant ar vazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2017 da 10:43 (UTC)
E forzh pe Wikipedia e vefe bet lakaet harz d'ar brezel kemmañ a zo bet boulc'het gant Banchi-Bihan en desped da reolennoù ar raktres. Ouzhpenn, enep reolennoù Wikipedia eo e arguzennoù ivez.
Kozh kaozioù, met gwir bepred eo kement tra skrivet amañ gant Maenruilh.
Ar pennad Lete zo bet krouet ganin hag astennet ganin : fraezh e tiskleir en implijer bezañ perc'henn war ar pennad, ar pezh a zo kontrol da Wikipedia.
Ar re a c'hoari plantañ "h" pe "y" e-lec'h n'eus ket ezhomm n'eo ket gwellaat ar pennad a reont : ne c'hoari ket an implijerien, ne blantont netra, reizhañ a reont, ar pezh a zo diouzh spered Wikipedia ; ezhomm zo, evit doujañ da c'herdarzh an anvioù ha d'ar c'hendivizoù fur a zo bet kemeret gant ar gumuniezh e 2007 ; dek vloaz zo dija ez enebe an implijer ouzh ar c'hendivizoù-se, gwelit aze.
Da reolenn n'eo ket bet votet na ganit na ganin : tagadenn ad hominem, kontrol da Wikipedia ; ur reolenn gendivizet eo, n'eo ket hini Maenruilh ; an implijer n'en doa ket kemeret perzh er votadeg, met sañset eo ober diouzh he disoc'hoù ; e forzh pe gumuniezh demokratel e rank an den doujañ da gendivizoù n'en deus ket votet.
ha n'eo ket reolenn ebet e bed ar brezhoneg : pe "reolenn" ? pe "ved ar brezhoneg" ? Eus anvioù estren ez eus kaoz amañ ; direizh eo klask o "brezhonekaat", chom an tostañ ar gwellañ d'o stumm orin a ranker, ar pezh a zo bet graet gant ar c'hendivizoù reoliata ; nac'hañ a ra an implijer sentiñ outo, en ur glask rediañ ar gumuniezh da blegañ dirak e vennozh-eñ.
C'hoari da boliser a fell dit ober marteze : eil tagadenn ad hominem ; an implijer eo a zo o klask lakaat e bolis da ren.
Tud zo a vez prest da gemer ar vruzunennig galloud a gavont da zastum ha da c'hoari ganti gant goude : trede tagadenn ad hominem ; dres ar pezh emañ an implijer oc'h ober, pa n'eus merour oberiant ebet er Wikipedia brezhonek da herzel ouzh e aheurterezh.
Ma fell dit pinvidikaat ar wikipedia E GWIRIONEZ e c'hallez en prouiñ, o sevel pennadoù e-lec'h klask c'hoari gant ar vazh : pevare tagadenn ad hominem ; meur a bennad zo bet gwellaet gant Maenruilh ; an implijer ne sav pennad ebet, ne ra nemet pigosat er Wikipedia pennadoù a rank bout kempennet gant ar gumuniezh, ar pezh na vir ket outañ a ziskouez un emzalc'h mantrus evel amañ. --90.32.247.83 8 Du 2017 da 13:31 (UTC)
- Komz a rez eus reolennoù wikipedia? Hervez ar reolennoù-se, ma vefe ur vot ne gontfe ket hini un IP... IP oberiantoc'h gant ar flapañ eget gant ober ... Teod hir, dorn berr : anat amañ : https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/90.32.247.83 . Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2017 da 14:48 (UTC)
- "ne c'hoari ket an implijerien, ne blantont netra, reizhañ a reont," ... gant un IP n'out ket implijer ... "reizhañ", se zo ur savboent personel, savboent un IP db labour un IP? ... Fent d'ar chas. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2017 da 14:52 (UTC)
- Fentus eo gwelout un IP o kanañ meuleudi da labour "reizhañ" ha "gwellaat" un implijer ... An emveuliñ a ra vad? Gwir eo, ar re all n'ouzont ket labourat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2017 da 14:58 (UTC)