Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 40, bloaz 2011
03/10/2011 — 09/10/2011
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak er daou-ugentvet sizhun eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Patrom evit kumunioù Breizh
[kemmañ ar vammenn]Abaoe pell 'zo dija e vez implijet ar patrom Taolenn kumun evit kumunioù Breizh (er pennad Gwened da skouer). Savet zo bet ur patrom nevez (Patrom:Infobox kumunioù Breizh, implijet er pennad Abarrez da skouer), ha lamet kuit elfennoù zo e-keñver ar patrom kozh:
- Bro hengounel bet kemmet e Bro
- Bro 'Voynet'
- Pastell-vro votiñ
Hag-eñ eo ret adlakaat anezho er patrom nevez pe leuskel evel m'emañ? Din eo mat ar patrom nevez evel m'emañ. Gwendal 4 Her 2011 da 11:26 (UTC)
- Mat e vefe lezel Bro 'Voynet' dreist-holl ma virer "bro" evit Bro hengounel--Kadwalan 5 Her 2011 da 14:20 (UTC)
- Evidon n'int ket broioù hengounel met broioù istorel, ur c'hemm zo d'ober d'am soñj. N'o deus broioù 'Voynet' nag ul levezon bras nag ur galloud kreñv. Pouneraat a reont ar patrom hag a zo karget-mat dija. Gwendal 6 Her 2011 da 08:50 (UTC)
- Bro istorel pe hengounel, evel 'teus c'hoant, ingal eo din, met ma'z eus meur a hini e ve mat lakaat un anv-gwan ouzhpenn da resisaat kuit d'al lennerien da faziañ, da'm soñj. Gwelet a ran mod all ne reer ket anv eus ar Broioù Voynet e galleg nag e saozneg. N'eo ket pouezus o menegiñ din-me. A galon--Kadwalan 6 Her 2011 da 12:13 (UTC)
C'hoari
[kemmañ ar vammenn]N'eus ket traoù all d'obe nemet c'hoari lakaat skoilh ouzh an dud o labourat? http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Maria_Portugal&action=historysubmit&diff=1066296&oldid=1066286 Bianchi-Bihan 5 Her 2011 da 14:30 (UTC)
Serret ...
[kemmañ ar vammenn]... eo ar wiki italianek er mare-mañ. Abaoe dec'h: http://it.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Comunicato_4_ottobre_2011. Bianchi-Bihan 5 Her 2011 da 15:09 (UTC)
Merour neptu?
[kemmañ ar vammenn]Setu pezh a lenner goude tremen Kadwalan da "reizhañ" ma labour: Gwilherm Habsburg zo un anv alamanek. Na pegen brav! "Reizhañ" hep lenn ! Klemm a savan a-enep ar "reizhadennoù" enepholloueziadurel-se. Ha goulenn a ran ur merour neptu ma chom unan er wikipedia-mañ.
- Un den a ya da zivrudañ ur c'henlabourer hep prouenn n'eo ket neptu, anat, evel en doa graet gant e vrezel kornichon [en davarn ] , d’ar 17 a viz Gwengolo.
- Un den zo gouest da zispakañ kement a gasoni bersonel ouzh ur c'henlabourer a dlefe bezañ a) arabat dezhañ lakaat e fri e labour ar genlabourerien-se, b) tennet digantañ e garg a verour, ha mat pell zo. 90.32.239.23 6 Her 2011 da 04:18 (UTC)
- Stanket em boa ouzh kont Bianchi-Bihan evit un devezh evit abegoù displeget war e bajenn. Setu an emzalc'h en deus goude. Klask tremen ar re all evit tud o deus un enebiezh personel pe n'int ket neptu. Boaz eur d'e emzalc'h. Sevenet e oa ar stankadenn evit daou abeg, tra ken. Setu ar pezh am boa skrivet :
*Tagadennoù : Ne vez ket graet tagadennoù personel o keñveriañ an dud en un doare dizoare (kaoz an Ayatollahed hag ar charia). *Sevel pennadoù doubl : Ne vez ket plantet dizurzh er pennadoù o kopiañ danvez ur bajenn; enni un dra bennak a zisplij dit, en ur bajenn all, evel ma oa lâret dit ganin ha gant re all hag evel ma ouzout. Pajennoù kaozeal zo. Graet az teus adarre eno --Kadwalan 5 Her 2011 da 17:27 (UTC)
- An hini nemetañ out bet o kaout kudennoù evel se, Bianchi-Bihan, abalamour ma'z out an hini nemetañ oc'h ober traoù kontrol d'ar reolennoù, daoust d'an evezhiadennoù ha d'an displegadurioù niverus ha sioul a vez graet ouzhit. N'eus netra personel. Traoù dedennusoc'h am eus d'ober. --Kadwalan 6 Her 2011 da 12:00 (UTC)
- @Kadwalan : n’out ket neptu. Ar wech a zeu goulenn gant merourien all war Wikipedia:Kannadig ar verourien.
- @Bianchi-bihan : ne oa ket bet doujet reolennoù diazez ganit.
- A galon, VIGNERON 6 Her 2011 da 17:54 (UTC)
- An hini nemetañ out bet o kaout kudennoù evel se, Bianchi-Bihan, abalamour ma'z out an hini nemetañ oc'h ober traoù kontrol d'ar reolennoù, daoust d'an evezhiadennoù ha d'an displegadurioù niverus ha sioul a vez graet ouzhit. N'eus netra personel. Traoù dedennusoc'h am eus d'ober. --Kadwalan 6 Her 2011 da 12:00 (UTC)