Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 33, bloaz 2011
Neuz
15/08/2011 — 21/08/2011
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha tregont eus 2011 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Sant
[kemmañ ar vammenn]Piv a ouife un dra bennak diwar-benn ar sant anvet "Idy", meneget er pennad Traoñienn ar Sent, en deus roet e anv da Blouizi, hervez kont, hag a vez enoret e Plouigno ? --Llydawr 18 Eos 2011 da 15:55 (UTC)
- Saint Idi, Idy - Izi. A Plouigneau (Finistère), existait autrefois une chapelle de Lannidy, actuellement en ruine. Une ancienne chapelle Saint-Idy y fut également édifiée, mais ignorant la légende de cet ermite inconnu, le clergé le substitua au XIXe siècle et l'édifice fut appelé chapelle de la Clarté. Saint Idi a donné son nom à la paroisse de Plouizy, située près de Guingamp, localité des Côtes-du-Nord. L'iconographie représente saint Idi coiffé d'un turban. Dictionnaire des saints bretons, 1979, Pariz, Tchou.--Kadwalan 18 Eos 2011 da 16:28 (UTC)
- Iti, diwar (...) Ity cf saint-Idy en Plouigneau (C.-du-Nord), Lannidy, Trevidy, Larguilière Les saints dans l'Armorique bretonne 79 ... in Annales de Bretagne 45, 1938, p 206, "Une liste de noms brittoniques du Xe siècle"--Kadwalan 18 Eos 2011 da 16:28 (UTC)
- Ya, hag el lec'hienn infobretagne.com e lenner kement-se ivez, met war a seblant ne ouzer ket kalz traoù diwar-benn "cet ermite inconnu"... Daoust hag anavezet eo ar sant c'hoazh, e brezhoneg ? Ha petra e vije ar stumm brezhonek reizh : Idi ? Izi ? --Llydawr 18 Eos 2011 da 16:45 (UTC)
- Iti, diwar (...) Ity cf saint-Idy en Plouigneau (C.-du-Nord), Lannidy, Trevidy, Larguilière Les saints dans l'Armorique bretonne 79 ... in Annales de Bretagne 45, 1938, p 206, "Une liste de noms brittoniques du Xe siècle"--Kadwalan 18 Eos 2011 da 16:28 (UTC)
Benelouriezh e oa da gentañ. Kemmet e oa bet ganin, re vuan ha dre fazi (pa'm boa gwelet ar rummad "benouriezh"). Kemmet eo bet abaoe, ha hep gouzout din, e gwregelouriezh. Lakaet em eus ar rummad "benouriezh" da "benelouriezh", evel zo dleet. Goulenn a ran bremañ ma vo dibabet gant an dud, hervez doareoù ar wikipedia ha n'eo ket gant ur merour hepken, etre benelouriezh ha gwregelouriezh, evit ar pennad hag ar rummad war un dro. Bianchi-Bihan 19 Eos 2011 da 02:21 (UTC)
- Forzh piv a c'hell kemm anv ur pennad, dreist-holl un anv fazius anat evel an hini az toa savet re vuan evel ma tisplegez da-unan uheloc'h. Gwell a se ma'z eus ur gaozeadenn bozitivel da choaz an anv implijet bremañ.
Perak avat bezañ adkemeret holl zanvez ar pennad gwregelouriezh/benelouriezh da sevel ur pennad benelouriezh nevez heñvel-poch ?? Plantañ a ra mesk en istor ar pajennoù. Perak nompas sevel ar gaoz diwar benn an anv da choaz ha gortoz un disoc'h evel ma vez graet hervez doareoù ar wikipedia ? Ar bajenn-nevez-se a zlee bezañ diverket (pe adkaset d'he stad kent kentoc'h) diwar an div zo heñvel. Ne ra forzh petore anv a vo choazet d'ar pennad goude met ret eo d'an nebeutañ mirout istor ar bajenn ha labourat er memes pennad. --Kadwalan 19 Eos 2011 da 15:41 (UTC)