Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 28, bloaz 2013
Neuz
08/07/2013 — 14/07/2013
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun warn-ugent eus 2013 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Cheñchamant titl
[kemmañ ar vammenn]Cheñchet eo bet titl ar pennad Rumengol gant unan eus hor c'henlabourerien, hep nemeur a zisplegadenn ("reizhañ skrivadur"). Ret eo derc'hel soñj eus reolennoù diazez Wikipedia ha klask kaout kenasant kenlabourerien all a-raok kemm un titl. Dreist-holl pa weler e oa bet kavet mat an titl "Rumengol" gant an dud a oa bet o labourat war ar pennad-se betek-henn ([1]). "Itron Varia Rumengol" eo anv ar c'hantik brudet ([2]) ha n'eo ket "*Itron Varia Remengol", ha "Rumengol" ivez eo a lenner er skridoù (geriadur Roparz Hemon hag all, hag all). Da c'hortoz gouzout hiroc'h war an abegoù a c'hallfe bezañ da gemm ha da c'hortoz kaout asant kenlabourerien all, e rankfed mirout an titl evel ma oa. --Llydawr (kaozeal) 8 Gou 2013 da 06:40 (UTC)
- A-du, evel-just.82.127.91.29 8 Gou 2013 da 15:51 (UTC)
- Mat e vije lakaat sklaer ar reolenn hag a rankfe talvezout evit an holl hiviziken: kemm ebet en anvioù ar pennadoù hep kaozeadeg a-raok. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Gou 2013 da 16:12 (UTC)
- Displeget eo bet gant Implijer:Trec'hlid mitonet a belec'h e teue ar stumm lakaet gantañ. Trugarez dezhañ. Un druez eo memes tra n'en dije ket graet an dra-se A-RAOK kemm an titl, er bajenn Kaozeadenn hag a zo graet evit se. --Llydawr (kaozeal) 9 Gou 2013 da 10:44 (UTC)
- Mat e vije lakaat sklaer ar reolenn hag a rankfe talvezout evit an holl hiviziken: kemm ebet en anvioù ar pennadoù hep kaozeadeg a-raok. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Gou 2013 da 16:12 (UTC)