Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 24, bloaz 2010

Eus Wikipedia

14/06/2010 — 20/06/2010

Skrivañ un dra bennak er pevare sizhun warn-ugent eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Aliañ a ran pep wikipedour da skoazellañ



Bianchi-Bihan 14 Mez 2010 da 16:32 (UTC)[respont]

Treiñ ur gartenn e brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]

Piv 'vefe gouest da dreiñ ar gartenn-mañ e brezhoneg evit gellet he lakaat er pennadoù da c'houde?--Gwendal 15 Mez 2010 da 13:30 (UTC)[respont]

A-du vefen d'en ober. Met ret e vefe reiñ din troidigezh gerioù 'zo ("Obédience" da skouer)... ha gortoz fin ar Bak.--Belvar 15 Mez 2010 da 14:31 (UTC)[respont]
[kemmañ ar vammenn]

N'on ket gwall varrek evit a sell ouzh sevel taolennoù merdeiñ. Marteze e ouezfe unan bennak penaos ober gant : [1], lodenn "comic books title", "primary", "ancillary" hag all. Trugarez. --Ex-Smith 15 Mez 2010 da 18:39 (UTC)[respont]

Dav eo krouiñ ar patrom:navbox isrann [2] en ur eilañ diwar ar wiki saoznek.--Gwendal 15 Mez 2010 da 19:36 (UTC)[respont]
N'eo ket sur e vefen deuet a-benn : [[3]]. "patrom e kelc'h" a zeu war-wel : [[4]] --Ex-Smith 15 Mez 2010 da 20:19 (UTC)[respont]
Gwelloc'h eo bremañ met n'eo ket plaen-tre an isrannoù, klasket 'm eus ober gant ur patrom navbox nevez, met gwashoc'h c'hoazh e oa. Ne c'hellin ket sikour muioc'h.--Gwendal 16 Mez 2010 da 07:57 (UTC)[respont]
N'eo ket fall dija ar pezh out deuet a-benn d'ober. Goulenn a rin ivez gant Belvar teurel ur sell, marteze e vefe gouest mont un tamm pelloc'h. Da welet... --Y-M D (kaozeal) 16 Mez 2010 da 08:21 (UTC)[respont]
Mat eo din evel-se, trugarez. --Ex-Smith 16 Mez 2010 da 09:04 (UTC)[respont]
Gouest "da": http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Fazio%C3%B9_stanka%C3%B1#Gouest. Bianchi-Bihan 16 Mez 2010 da 11:13 (UTC)[respont]