Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 23, bloaz 2010
07/06/2010 — 13/06/2010
- Skrivañ un dra bennak en trede sizhun warn-ugent eus 2010 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Kazetennoù/Kelaouennoù
[kemmañ ar vammenn]Ur rummad:Kazetennoù Breizh zo hag ur rummad:Kelaouennoù Breizh zo ivez. Moarvat e vije trawalc'h kaout ur rummad hepken. --Llydawr 7 Mez 2010 da 10:28 (UTC)
- Ya. Pehini? Bianchi-Bihan 7 Mez 2010 da 16:15 (UTC)
- Ne rafec'h ket ar c'hemm etre an div neuze?--Gwendal 7 Mez 2010 da 17:49 (UTC)
- A-du evit mirout rummad:Kazetennoù Breizh.--Gwendal 7 Mez 2010 da 18:01 (UTC)
- Gwelloc'h ganin rummad:Kazetennoù Breizh ivez. --Llydawr 7 Mez 2010 da 21:08 (UTC)
- Kinnig a ran-me rummad:Kelaouennoù Breizh, enne e vo isrummadoù: rummad:Kazetennoù Breizh (ar pemdeziegoù), rummad:Sizhuniegoù Breizh, rummad:Miziegoù Breizh. Evel-just e kloto an isrummadoù-se gant sizhuniegoù Bro-C'hall, SUA, ha me 'oar. Bianchi-Bihan 9 Mez 2010 da 04:33 (UTC)
- Gwelloc'h ganin rummad:Kazetennoù Breizh ivez. --Llydawr 7 Mez 2010 da 21:08 (UTC)
Un torr-revr
[kemmañ ar vammenn]- Skeudenn:180px-Thomas Mann Lotte in Weimar 1939.jpg Bianchi-Bihan 7 Mez 2010 da 16:15 (UTC)
- Lakaet war-wel er pennad. --Ex-Smith 7 Mez 2010 da 16:18 (UTC)
- Danke schön.Bianchi-Bihan 7 Mez 2010 da 16:19 (UTC)
Daoust ha ne vije ket gwelloc'h treiñ en:US dollar gant dollar stadunanat ? Bianchi-Bihan 7 Mez 2010 da 16:56 (UTC)
- Dollar Kanada zo ken amerikan hag an hini stadunanat, anat d'an holl. Bianchi-Bihan 8 Mez 2010 da 01:43 (UTC)
- Dollar stadunanat a zo gwelloc'h din.--Gwendal 8 Mez 2010 da 06:31 (UTC)
- Marteze e c'hallfe ur merour adenvel ar pennad? Tud zo ne blij ket dezho pa vez graet ganin. Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 02:09 (UTC)
- Ne welan ket piv a c'hellfe bezañ displijet ma pefe graet dre ma 'z eo diwar un diviz strollad. --Y-M D (kaozeal) 10 Mez 2010 da 06:19 (UTC)
- Me 'wel mat-tre. Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 07:37 (UTC)
- Ne welan ket piv a c'hellfe bezañ displijet ma pefe graet dre ma 'z eo diwar un diviz strollad. --Y-M D (kaozeal) 10 Mez 2010 da 06:19 (UTC)
- Marteze e c'hallfe ur merour adenvel ar pennad? Tud zo ne blij ket dezho pa vez graet ganin. Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 02:09 (UTC)
- Dollar stadunanat a zo gwelloc'h din.--Gwendal 8 Mez 2010 da 06:31 (UTC)
Ganedigezh
[kemmañ ar vammenn]Piv a ouife peseurt gerioù e brezhoneg 'zo kevatal d'an "nom de naissance" gallek? ("anv ganedigezh"? Roud ebet neblec'h...) Ezhomm bras em eus gouzout a-raok ledañ ar patrom:infobox Pab (ennañ "anv ganedigezh") er pennadoù.--Gwendal 8 Mez 2010 da 06:31 (UTC)
- Din-me eo an anv-tiegezh, ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 10 Mez 2010 da 17:18 (UTC)
- Ober a rin gant anv-tiegezh neuze, trugarez.--Gwendal 10 Mez 2010 da 17:41 (UTC)
Labour
[kemmañ ar vammenn]Emaon o paouez teurel evezh e veze renket holl wikipedourien ar seizh wikipedia ha seizh-ugent zo er bed hervez o labour, pe hervez o niver a embannadennoù : Implijer:Emijrp/List of Wikipedians by number of edits. Pa welan kement a labour e ro c'hoant da gousket. Bianchi-Bihan 11 Mez 2010 da 17:14 (UTC)