Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 22, bloaz 2010

Eus Wikipedia

31/05/2010 — 06/06/2010

Skrivañ un dra bennak en eil sizhun warn-ugent eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

N'ouzon ket hag a-bouez eo, met koll e renk a ra ar wiki brezhonek abaoe ur pennad. Re nebeud a dud o krouiñ. Bianchi-Bihan 1 Mez 2010 da 18:04 (UTC)[respont]

Marteze eo peogwir e c'houlennan ma vo distrujet ul lodenn-mat eus hor wiki, ar skubadenn-se a zo ret, siwazh. Klask a rin sevel pennadoù ur wech sklaeret an traoù.--Gwendal 1 Mez 2010 da 18:16 (UTC)[respont]
Hir eo bet, met graet eo. --Ex-Smith 1 Mez 2010 da 18:18 (UTC)[respont]
Ur bloaz 'zo e oamp er memes renk.--Gwendal 1 Mez 2010 da 18:25 (UTC)[respont]
A-du ganit: ret eo skubañ ar stlabez. Peurvuiañ ne daolan evezh nemet ouzh niver ar pennadoù nevez bemdez. Bianchi-Bihan 2 Mez 2010 da 02:09 (UTC)[respont]
Ouzhpennet 'm eus un titl d'ar gaozeadenn evit ma 'vefe aesoc'h ec'h adkavout.
Ne gav ket din e vefe an diverkadennoù kaoz eus digresk hor renk, dre ma 'z eo rummadoù (ha n'int ket kontet er gont).
Ma tigresk an traoù ez eo peogwir n'eus ket un toullad skriverien pennadoù, met komprenus eo ma ya kuit implijerien 'zo. Moarvat e kresko an traoù e-pad an hañv dre ma 'z uheloc'h an niver a pennadoù krouet e-pad ar pmare-se eus ar bloaz. --Y-M D (kaozeal) 3 Mez 2010 da 17:14 (UTC)[respont]
Gallout a ra pep hini kemer perzh, hiziv evel dec'h. Netra nevez. Bianchi-Bihan 3 Mez 2010 da 17:33 (UTC)[respont]

Gwelout a ran ez eo bet modernaet ar wiki saoznek (an hini gallek ivez). Unan bennak a oar penaos ober evit modernaat hor wiki-ni? --Ex-Smith 2 Mez 2010 da 11:04 (UTC)[respont]

Graet e vo en un doare emgefreek d'am soñj evit hor wiki met n'on ket sur. Tu 'zo amprouiñ ar stumm Beta (e krec'h ar bajenn) evit en em boaziañ da c'hortoz...--Gwendal 2 Mez 2010 da 11:27 (UTC)[respont]
Ober 'ran war-dro an etrefas ivez ha din da c'houzout e vez graet war-dro gant an dud e karg, moarvat o deus kroget gant ar wikioù "bras" ha dont a raio tro ar re all goude. --Y-M D (kaozeal) 3 Mez 2010 da 17:04 (UTC)[respont]
Diaesoc'h da lenn e kavan an doare modernaet, hag aesoc'h e kavan tizhout ar yezhoù all amañ eget e Kersaozon.
N'ouzon ket petra eo an etrefas (ret vo din lenn ar pennad ) met sur on ned aio brezhoneg reizh e nep lec'h en un doare emgefre: mat pe fall, atav e vo lakaet gant unan bennak. Ha ma vez lakaet siet, e vo ret disiañ goude. Bianchi-Bihan 4 Mez 2010 da 03:07 (UTC)[respont]

Unan bennak amañ a gompren ar pennad? Bianchi-Bihan 4 Mez 2010 da 03:09 (UTC)[respont]

Ar pennad-mañ a zo bet savet gant Implijer:Padraig Marc'heg, hag en deus savet ur bern pennadoù diwar-benn an urzhiataerezh digomprenus evel emañ...--Belvar 4 Mez 2010 da 06:09 (UTC)[respont]
Trist eo gwelout un den all ken dizesk eveldon! Laouen e vefen o kavout un den hag a gompren koulskoude! Klaskomp c'hoazh! Bianchi-Bihan 4 Mez 2010 da 08:22 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket kalz muioc'h evidoc'h.--Ex-Smith 4 Mez 2010 da 17:36 (UTC)[respont]
Ur vezh pegement a dud dizesk a vez oc'h ober war-dro an tamm holloueziadur-mañ ! Bianchi-Bihan 4 Mez 2010 da 17:44 (UTC)[respont]

Nevez roet eo bet en deizioù-mañ : marteze e oarfe unan bennak petra eo ar priz? ur peg-sun pe ur banne Breizh Coca ? Paeet gant piv? Gant ur merour, pe gant bezrouanez aferioù ar brezhoneg e Rannvro Broioù al Liger? Bianchi-Bihan 3 Mez 2010 da 10:50 (UTC)[respont]

Kevrinus-tre eo ar frazenn ac'h eus skrivet... Me gave din bezañ bet graet war-dro pa 'poa goulennet ar wech paset, n'am boa ket war a seblant. Klask a rin kavout an titour-se ma ne zisoñjan ket ar wech-mañ c'hoazh. --Y-M D (kaozeal) 3 Mez 2010 da 17:08 (UTC)[respont]
Pep fent zo un tamm kevrin. Petra eo ar prizioù e Breizh ha gant piv e vezont paeet , setu ur c'hevrin all. Ma vije skrivet e kelaouennoù ar vro e vije aesoc'h da gavout da lakaat er pennadoù. Bianchi-Bihan 3 Mez 2010 da 17:33 (UTC)[respont]
Kavet eo bet an titouroù ganin war lec'hienn ar gevredigezh FEA : [1]. Emaon o vont da glokaat ar pennadoù. --Y-M D (kaozeal) 3 Mez 2010 da 18:39 (UTC)[respont]
Chom a ra da c'houzout gant piv e vez roet arc'hant ar prizioù. Hep fent na kevrin. Bianchi-Bihan 4 Mez 2010 da 02:56 (UTC)[respont]

Broioù Katalan

[kemmañ ar vammenn]

... pe Broioù katalan? Bianchi-Bihan 4 Mez 2010 da 17:26 (UTC)[respont]

Evn dizanv

[kemmañ ar vammenn]

... dizanv, met dianav n'eo ket sur, o c'hoari amañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Is%C3%A8re_%28st%C3%AAr%29&action=historysubmit&diff=742486&oldid=742034 hag amañ : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Is%C3%A8re_(st%C3%AAr)&diff=next&oldid=742727. Gant ur merour emañ an diskoulm. Bianchi-Bihan 6 Mez 2010 da 17:09 (UTC)[respont]

Stanket ur sizhunvezh-pad, gwelet e vo hag-eñ e teuio en-dro. --Ex-Smith 6 Mez 2010 da 17:32 (UTC)[respont]

Pe un adkas diezhomm, pe graet war an tu gin. Bianchi-Bihan 6 Mez 2010 da 17:14 (UTC)[respont]