Arzel Even

Eus Wikipedia
Arzel Even
Anv pluenn Natrovissus, Gereint, Artomagalos, Idriss Gawr
Obererezh Skrivagner, Yezhoniour
Ganedigezh d’an 3 a viz C'hwevrer 1921
e Rijsel, Banniel Rannvro Flandrez Flandrez
Marv d’an 19 a viz Kerzu 1971
en Aberystwyth, Kembre Kembre
Yezh skrivañ galleg, brezhoneg, saozneg


Arzel Even (ganet Jean Raymond François Piette d'an 3 a viz C'hwevrer 1921 e Lille ha marvet d'an 19 a viz Du 1971 en Aberystwyth, Kembre), a oa ur yezhour barrek war an holl yezhoù keltiek. Meur a anv-pluenn en deus implijet en e skridoù kentañ : Natrovissus, Gereint, Artomagalos, Idriss Gawr.

E dad a oa eus Flandrez Frañs hag e vamm a oa eus Breizh. Ober a reas e studi e Roazhon hag eno, pa oa studier, e teskas brezhoneg. E-pad an Eil brezel bed e voe embannet e skridoù brezhonek kentañ, war Galv, Arvor, Gwalarn. Goude an Eil brezel bed, e 1946, e savas, gant Per Denez, ar gelaouenn sevenadurel Kened, a voe kendeuzet buan goude gant Tír na nÓg ha gant Al Liamm.

Dimeziñ a reas Arzel Even gant ur Gembreadez, Enid Mair Phillips, e 1950, ha mont a reas da Gembre da vevañ. Eno e kavas labour evel levraoueger da gentañ ha goude-se evel kelenner brezhoneg e skol-veur Aberystwyth.

Sevel a reas ar gelaouenn Hor Yezh e 1954 ha kenlabourat a reas gant ar gelaouenn-se betek e varv.

Gantañ eo bet savet Istor ar Yezhoù Keltiek, zo bet adembannet meur a wech gant Hor Yezh. Studiadennoù yezhoniezh niverus en deus embannet e meur a gelaouenn: Hor Yezh evel-just, Bwletin y Bwrdd Gwybodau Celtaidd/Bulletin of the Board of Celtic Studies, Ogam, ha meur a bennad a embannas ivez e-barzh Al Liamm.

Mervel a reas yaouank a-walc’h e 1971. Douaret eo bet e Llanbadarn Fawr, e-kichen Aberystwyth. E Levraoueg Vroadel Kembre eo bet fiziet al levrioù hag ar skridoù a zo chomet war e lerc’h (war-dro 500 levr).

E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kad Mag Tured, e-barzh Tir na nOg niv. 5 (1947), Al Liamm niv. 6 (1948) betek 28 (1951).
  • La Bataille de Mag Tured, e-barzh Ogam.
  • Istor ar yezhoù keltiek, embannet er gelaouenn Hor Yezh da gentañ, ha goude-se e stumm 2 levrenn 1962, trede embannadur 1987 ha 1990.
  • Skol vihan an iverzoneg, embannet e-barzh Hor Yezh, 1959.
  • Skol nevez ar c'hembraeg, embannet e-barzh Hor Yezh, 1961.
  • French loanwords in Middle Breton, University of Wales Press, 1973.
  • Geiriadur bach Llydaweg-Cymraeg, Aberystwyth, 1960.