Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 23, bloaz 2014
02/06/2014 — 08/06/2014
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en trede sizhun warn-ugent eus 2014 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Gwirioù aozer (copyright)
[kemmañ ar vammenn]Addegasomp da soñj ar pezh a zo skrivet e krec'h pajennoù 'zo: «Mar fell deoc'h e rafe berzh Wikipedia, trugarez da chom hep degas ennañ dafar gwarezet gant gwirioù aozer (copyrights). An atebegezh wiraouel a c'hallfe ober gaou d'ar raktres.» N'eo ket aotreet eta lakaat danvez gant gwirioù aozer (testennoù, skeudennoù, h.a.). Da skouer: mard it war ar pajennoù kevatal er yezhoù all ne gavot nepred ar pezh a zo bet graet amañ nevez 'zo gant Fly Me to the Moon, da lavaret eo lakaat testenn orin ar ganaouenn. Ar pezh a c'haller bepred ober eo lakaat ul liamm hag a gaso al lenner d'ul lec'hienn gant ar pozioù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Mez 2014 da 17:28 (UTC)
- Pe amañ unan all Cry Me a River.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Mez 2014 da 11:36 (UTC)
Flatoul,
'Vo staget ur plankenn war e doull !
Mantrus eo ! pe oad oc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 16:22 (UTC)
- Nevez 'zo e oa deuet un den amañ evit lavarout e oa bec'h war ar wikipedia esperantek a-berzh tud 'zo e-touez pennoù-bras Wikipedia. Gouzout a reer ivez ez eus darn dre eno a-enep ar wikipediaoù er yezhoù bihan. Ma fell deoc'h sachañ ar c'harr war gein ar wikipedia brezhonek eo ret kendelc'her evel-se. Ne dalv ket ar boan reiñ dezhe ar vazh d'hor c'hannañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Mez 2014 da 17:20 (UTC)
N'eo ket tamm ebet an elfennoù emaon o c'hortoz diganeoc'h : piv eo an "daou zen" a "glask lakaat ar gumuniezh da zivinout piv a vije (gant lavaroù a-boan kuzhet; e gwir pe e gaou, ne vern) a-drek an implijer-mañ-implijer – me ha Sad Edgar kement ha lavaret berr" ? Daoust ha kalonek a-walc'h e vefet da vont pelloc'h ganti ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2014 da 17:38 (UTC)