Mont d’an endalc’had

Fly Me to the Moon

Eus Wikipedia


Fly Me to the Moon zo ur ganaouenn saoznek a garantez, en doare jazz, hag a oa bet savet gant ar sonaozour stadunanat Bart Howard e 1954.

Enrollet e oa bet kenkent, e 1954, gant ar ganourez stadunanat Kaye Ballard, e ti Decca Records, hag anvet neuze In Other Words. E 1956 e voe enrollet adarre gant Portia Nelson en hec'h albom, Let Me love you. Er memes bloaz e voe enrollet ivez gant Johnny Mathis hag adanvet Fly me to the moon.

Abaoe eo bet kanet gant tud e-leizh, ha deuet da vezañ ur standard jazz. Brudet eo c'hoazh doare Frank Sinatra, enrollet e 1964.

Ken brudet eo ar son ma'z eo bet kanet gant un niver bras a dud :

  • E 1963 e voe enrollet un doare italianek, "Portami Con Te", hag un doare spagnolek, "Llévame a la Luna"[1] gant ar ganerez stadunanat (a orin italian) Connie Francis .
  • Meur a zoare gallek zo:
    • E 1964 e voe kanet gant Les Compagnons de la chanson, hag anvet En d'autres mots[2].
    • E 2003 e voe kanet gant Julien Clerc, en e albom Studio, hag anvet Volons vers la lune.
    • E 2012 e voe kanet gant Nicole Martin en hec'h albom 'Cocktail Lounge en un doare divyezhek hag anvet En d'autres mots / Fly Me to the Moon .
    • E 2015 ez eus bet savet un doare all gant Claude Moine.

Ma plij d'an dud adsevel komzoù nevez eo abalamour d'ar gwirioù : ne garfent ket kanañ komzoù a zegasfe da dud all arc'hant a gavont bravoc'h kaout en o c'hont-bank, ha pa vije en estrenvro.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. https://www.youtube.com/watch?v=QGERsD8utFQ
  2. https://www.youtube.com/watch?v=UD9BE5PkXH0