Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 22, bloaz 2020
Neuz
25/05/2020 — 31/05/2020
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en eilvet sizhunvezh warn-ugent eus 2020 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Kempenn ar pennadoù a denn d'an aerlistri
[kemmañ ar vammenn]Klasket em eus kompren penaos e oa kempennet ar pennadoù er wikipediaoù brezhonek, gallek ha saoznek. Sed amañ ar pezh am eus kavet, bez zo :
- ar skiantoù :
- ar skiant diazez : an aernerzhoniezh, e galleg fr:Aérodynamique hag e saozneg en:Aerodynamics
- an aerlestrerezh hervez OPAB, e galleg fr:Aéronautique hag e saozneg en:Aeronautics,
- an aeregor hervez OPAB, ur skiant a denn d'an hini kent met evit mont d'an egor, e galleg ez eus daou bennad fr:Aérospatiale (discipline scientifique) hag fr:Astronautique, hag e saozneg en:Aerospace,
- an ijinerezhioù :
- an Ijinerezh aerlestrel er wikipedia brezhonek (hag hervez OPAB), pe an aernijerezh pe an aerijinerezh. E brezhoneg ez eus daou bennad eta ; met nag e saozneg nag e galleg ez eus ur pennad evit se hepken, e saozneg e vez kaoz eus se e-barzh ar pennad en:Aeronautics,
- an Ijinerezh aeregorel er wikipedia brezhonek, pe an industriezh aeregor hervez OPAB, e saozneg : en:Aerospace engineering
- e galleg ez eus un pennad hepken evit komz eus an div ijinerezh-se : fr:Secteur aéronautique et spatial.
Setu ar pezh a ginnigan evit kaout pennadoù komprenus :
- krouiñ daou bennad: Aerlestrerezh hag Aeregor, a zo div skiant tost met diforc'h an eil diouzh eben,
- krouiñ ur pennad Ijinerezh aerlestrel hag aeregor gant an daou bennad Ijinerezh aerlestrel hag Ijinerezh aeregorel, peogwir e teu da vezañ muioc'h-miuañ un industriezh hepken hervez ar wikipediaoù gallek ha saoznek.
Ho ali a c'hounellan deoc'h a-raok ober kement-se. --Arko (kaozeal) 26 Mae 2020 da 08:52 (UTC)