Ijinerezh aerlestrel

An ijinerezh aerlestrel a zo ur micher hag a laka e pleustr an teknologiezhioù da ijinañ, sevel hag implij a bep seurt mekanikoù gouest da nijal : kirri-nij dreist-holl, fuc'helloù, biñsaskelloù... ha studiañ teknikoù ha skiantoù ar merdeiñ en aer hag ar binvioù implijet.
An ijinerezh aerlestrel a labour da ijinañ ha sevel frammoù-kirri-nij ha biñsaskelloù, oc'h implij reolennoù an aernerzoniezh ha diazezoù mekanik an heverennoù hag ijinerezh strukturel. Ouzhpenn-se ec'h enframm ar c'hefluskerioù (kefluskerioù alternativ, turbofanoù, troelldazloc'herioù ha turbobiñsoù) er frammoù-se a-benn sevel ar c'hirri da nijal. A-hend-all, an ijinerezh aerlestrel c'hoazh an hini a goñsev an aerborzhioù, a ijin hag a laka da dreiñ ar rouedadoù treuzdougen aerlestrel, hag a fard akipamantoù ha dafar ispisial all, e-giz armoù, loarelloù hag aerlistri.
Daoust m'eo diazezet ar labour-se war ar skiant, e vez implijet gantañ lunelloù ha prototipoù. Esaet e vezont pe e-barzh redoù-avel artifisiel pe e-barzh an aergelc'h digor. An urzhiata e vez implijet ivez.