Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 22, bloaz 2019
27/05/2019 — 02/06/2019
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en divvet sizhunvezh warn-ugent eus 2019 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Kentañ, eil
[kemmañ ar vammenn]Din-me ne c'hall ar ger kentañ bezañ implijet nemet evit stumm petvediñ an niver unan, hag an niver-se hepken. Bezañ e teu ar ger-se diwar kent hag a dalvez kement hag a-raok, e-se ne c'hall ket niver all ebet dont a-raok kentañ peogwir emañ en derez-uhelañ. Daveoù a ra diouer din, panevet re Geriadur brezhoneg An Here, moarvat e c'hallo unan bennak kantreizhañ ma frepoz diwar-bouez unanennoù pe, er c'hontrol-fed, ma dislavaret. Rak-se e rankfed skrivañ, evel ma vez lavaret, an unanvet warn-ugent ha 21vet ha c'hoazh. Kemend-all a dalvez ivez evit ar ger eil na c'hall talvezout nemet evit an hini a zeu war-lerc'h an hini kentañ. Rak-se e rankfed skrivañ, evel ma vez lavaret, an daouvet warn-ugent (an divvet warn-ugent diouzh an dro) ha 22vet.
Sell an daveoù nemete a 'm eus kavet, tennet eus Geriadur brezhoneg An Here:
"unanvet 1. (impl. gant ur ger niveriñ brasoc'h eget ugent) Kentañ (sic). Unanvet pajenn warn-ugent."
"daouvet 3. Termen a dalvez da aroueziñ [niver] an unanennoù[, hag a glot gant an niver daou,] en niveroù petvediñ."
- Divet, n'eo ket *divvet ; gwir a skrivez a-hend-all, sell ouzh Yezhadur bras ar brezhoneg §442.--90.32.162.127 29 Mae 2019 da 20:37 (UTC)
- Gwalarn 158 p. 163
Tipologiezh hag arouezennoù jedoniel
[kemmañ ar vammenn]Ne 'm eus kavet roud ebet eus un diviz diwar-benn an afer-mañ: Tipologiezh ar saozneg, evel ma vez erbedet gant La grammaire bretonne pour tous, pe tipologiezh ar galleg, zo da vezañ implijet er Wikipedia?
Dleet e vefe implijout an arouezennoù jedoniel evel ma vezont kinniget el lodenn Skoazell:Ereadur Wikipedia, ha, peurgetket, arouezenn nemet a 'm eus ouzhpennet.