Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 18 bloaz 2007

Eus Wikipedia

30/04/2007 — 06/05/2007

skrivañ un dra bennak en triwec'hvet sizhun eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Torr-penn gwelout atav tud o sevel pennadoù e-kichen ar pennadoù bet boulc'het a-raok. Herri II roue Bro-C'hall dre amañ, Herri II a Vro-C'hall pe Herri III (Bro-C'hall)‎ dre aze. Ma ne vije ket an dekvet gwech e vije fentus. Pegoulz e vo lakaet un tamm urzh ha poell el labour? Me zo vont da skrivañ ma istor-me ivez, evel se e ray unan ouzhpenn. Bianchi-Bihan 30 Ebr 2007 da 13:43 (UTC)[respont]

Pebezh diouer a fent! Pa'm eus savet ar pennad ne oa ket bet lakaet Herri II e roll unpennoù Bro-C'hall. A-du arall e kavan me torr-penn pa chouk un aozer all pennadoù nevez forzh pegement gant muioc'h evit 90 % eus an destenn en ur yezh all e-pad sizhunvezhioù. Mat e vefe ober gant "<!- -" ha "-- >" da'm soñj kuit ma vo gwelet war ar bajenn d'an nebeutañ.--Kadwalan 30 Ebr 2007 da 16:14 (UTC)[respont]
Emañ ar wirionez ganit: ingalet fall eo bet ar perzhioù etre an dud gant an aotrou Doue, hag aet eo ar sac'had fent a-bezh gant ul lod.
Emaon o paouez teurel evezh e oa an arouezioù-se ("<!- -" ha "-- >") war an douchennaoueg. Bremañ eo ret din deskiñ ober ganto.
Da c'hortoz, e c'hallez, mar kerez, kas ar gentel da aozer ar pennad moger ivez. Bianchi-Bihan 2 Mae 2007 da 02:51 (UTC)[respont]
Klasket em eus c'hoari gant ("<!- -" ha "-- >") met n'ouzon ket an tu. Neuze e tremenin heptañ. Bianchi-Bihan 2 Mae 2007 da 05:49 (UTC)[respont]
Sellet ouzh an displegadenn er bajenn kaozeadenn.--Kadwalan 2 Mae 2007 da 07:13 (UTC)[respont]

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)

[kemmañ ar vammenn]

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Hed ‎(1030 liamm)
  2. Etrekumuniezh ‎(1027 liamm)
  3. Ɠ (lizherenn) (205 liamm)
  4. Tsh (lizherenn) (205 liamm)
  5. N̈ (lizherenn) (203 liamm)
  6. Ngb (lizherenn) (203 liamm)
  7. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (203 liamm)
  8. Skourrad (184 liamm)
  9. Ren (182 liamm)
  10. Urzhiad (181 liamm)

Trugarez, Benoni 30 Ebr 2007 da 15:01 (UTC)[respont]

Wikipediñ

[kemmañ ar vammenn]

Klevet em eus e oa un "devezh ar brezhoneg" da vezañ e Karaez. N'ouzon ket penaos e c'hallfed ober, met ne vije ket fall derc'hel ur stal wikipediñ da zegemer ar birc'hirined d'o sachañ war hent ar baradoz. Marteze e c'hallfe un Ofis bennak sikour da oferennañ. Ur "gouel al levrioù" zo ivez e dibenn miz Here ma tremen un toullad mat a vrezhonegerien. Bianchi-Bihan 2 Mae 2007 da 02:59 (UTC)[respont]

ya, un dra vat e vefe sur. Me avat n'on ket evit mont di. Piv eo a c'hellfe mont neuze?Neal (Kaozeal) 2 Mae 2007 da 06:29 (UTC)[respont]
Petore devezh e vo?--Kadwalan 2 Mae 2007 da 07:12 (UTC)[respont]

N'ouzon ket peur e vo, hogen kroget on da brezegiñ e touez skolajidi Diwan Gwiseni hag e touez Liseidi Diwan Karaez, hep disoñjal o c'helennerien. Sur e tlefe erruout a-benn nebeut un toullad eus outo war Wikipedia. --Ronan

Devezh ar brezhoneg, sul 3 a viz Mezheven. Ur merour, a gredan, zo o chom eno.Bernez Bernioù 3 Mae 2007 da 08:10 (UTC)[respont]

Fizikourien

[kemmañ ar vammenn]

Fizikourien pe Fizikourien dibar ? . Kadbzh 2 Mae 2007 da 09:54 (UTC)[respont]

Se ' zo hervez an dud a peus c'hoant da lakaat e-barzh. Ma 'z eo evit Galileo pe Newton, pe Copernic, hag all, neuze e c'helles marteze lakaat Fizikourien dibar Ronan 2 Mae 2007 10:00

N'eus forzh penaos ne lakai ket an holl anezho, met darn anezho hepken, er rummad. Ha n'eus nemet "tud dibar" er wikipedia...
... ha ni tud ordinal o skrivañ diwar o fenn. Bernez Bernioù 2 Mae 2007 da 10:32 (UTC)[respont]
D'am soñj eo arabat implij ar gêr "dibar" en un holloueziadur (na vez ket graet er yezhoù all, gw. saosneg pe galleg). Ma n'eo ket dibar ar fizikour, n'en deus ket e blas er wikipedia n'eus forzh penaos.Benoni 2 Mae 2007 da 15:43 (UTC)[respont]

Kuba (Stad)

Kuba

Kuba (enezenn) Kadbzh 2 Mae 2007 da 11:49 (UTC)[respont]

Daoust hag ezhomm zo da gaout meur a bennad e-giz-se ? N'eo ket sur. Er yezhoù all, war a seblant, n'eus nemet unan. --Llydawr 3 Mae 2007 da 19:41 (UTC)[respont]
Lakaomp e vije ret ober daou bennad pa vo re hir. N'eo ket erru ar c'houlz c'hoazh. Ul loden douaroniezh hag ul lodenn istor , evel e pennadoù an holl vroioù. Bianchi-Bihan 3 Mae 2007 da 20:37 (UTC)[respont]

kavet ganin an dra-mañ Pajenn ebet eus ar re evezhiet ganeoc'h n'eo bet kemmet e-pad ar prantad spisaet. Lakaat n'eus bet, mar plij. Bernez Bernioù 2 Mae 2007 da 12:33 (UTC) GraetBenoni 2 Mae 2007 da 15:48 (UTC)[respont]

Daou bennad heñvel zo : Tales eus Miletos ha Thales Miletos. Da gendeuziñ. --Llydawr 3 Mae 2007 da 19:41 (UTC) GraetBenoni 3 Mae 2007 da 19:59 (UTC)[respont]

'meus aon em eus lakaet sklabez gant ebarzhañ al lignez.Bianchi-Bihan 3 Mae 2007 da 20:50 (UTC)[respont]

Ur gudenn evit lec'hiañ ouzh kartenn Al. Trugarez. Kadbzh 5 Mae 2007 da 18:46 (UTC)[respont]