Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17 bloaz 2007

Eus Wikipedia

23/04/2007 — 29/04/2007

skrivañ un dra bennak er seitekvet sizhun eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Pennadoù da sevel (listennad nevez ar sizhun)

[kemmañ ar vammenn]

Ma fell deoc'h glasaat al liammoù ruz ar muiañ ar gwellañ , setu un nebeut pennadoù goulennet stank:

  1. Hed ‎(1014 liamm)
  2. Etrekumuniezh ‎(1011 liamm)
  3. Pastell-vro votiñ (1001 liamm)
  4. Ⅎ (lizherenn) (203 liamm)
  5. Ɠ (lizherenn) (202 liamm)
  6. Ɔ (lizherenn) (202 liamm)
  7. Tsh (lizherenn) (202 liamm)
  8. N̈ (lizherenn) (200 liamm)
  9. Ngb (lizherenn) (200 liamm)
  10. Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin (200 liamm)

Trugarez, Benoni 23 Ebr 2007 da 00:12 (UTC)[respont]

Vot evit kaout ur bureviad war ar wiki brezhonek

[kemmañ ar vammenn]

Digas a ran da soñj d'ar re n'o deus ket votet c'hoazh en deus lakaet Neal e anv evit bezañ bureviad hon wikipedia. Gallout a rit votiñ amañ: Wikipedia:Burevidi/Neal. Digor e vo ar vot betek disul a zeu. An demokratelezh a zo un elfenn pouezus-tre e barzh wikipedia. N'omp ket tud o labourat pep hini en e gorn nemetken, met kenlabourerien war ur raktres a-stroll. Trugarez da votiñ eta! Benoni 23 Ebr 2007 da 16:45 (UTC)[respont]

Skrivañ a ran deoc'h evit lavaret ez omp va breudeur ha me o klask sikour a-benn treiñ Wikipedia. Sellet 'm eus ar pennadoù a zo bet graet, n'eo ket fall, met pennadoù a zo mezhus er c'heñver 1 frazenn skrivet warno.

E-mod all, va breur (Ronan Le Pennec) en deus graet folennoù evit kaout sikour digant an dud. Stagañ a rin anezho e Skolaj Gwiseni ha va breur all (Soig) a lakao e lise Karaez.

Kenavo

Setu aze ur soñj mat! Labour zo forzh pegement : kalz pennadoù da sevel ha kalz pennadoù da hiraat. Donemat e bed ar Wikipedia ha kalon vat.--Kadwalan 30 Ebr 2007 da 15:57 (UTC)[respont]