Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2010

Eus Wikipedia

26/04/2010 — 02/05/2010

Skrivañ un dra bennak er seitekvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Labour Wikimedia Bro-C'hall

[kemmañ ar vammenn]

Setu petra a vez graet gante:

Ur wikimedia Breizh a c'hallfe ober traoù heñvel, gant levraouegoù Breizh, Dastum, CRBC... . Bianchi-Bihan 26 Ebr 2010 da 10:36 (UTC)[respont]

Me larfe perak pas evit mennozh ar Wikimedia Breizh, met ret e vefe neuze ober un dispak soñjoù a-benn gouzout da betra servijfe un aozadur eus ar seurt. Ezhomm 'vefe ivez prederiañ war penaos e yafe en-dro an traoù... A galon --Y-M D (kaozeal) 26 Ebr 2010 da 19:04 (UTC)[respont]
Krouet e oa bet ganin ur bajenn evit komz eus se, n'on ket evit kavout anezhi ken.
Da betra e servijfe? Da vrudañ, da vagañ, da greskiñ ar wikipedia en ur arc'hantañ ur wikimedia, hag a rofe labour da ur brezhoneger yaouank da vihanañ. Da vont da welout skolioù, kelennerien, levraouegoù, mirdioù, labourvaoù, embregerezhioù, da aozañ prezegennoù. Kentañ d'ober: gwelout penaos ez a en-dro an hini gall da welout ha n'haller ket ober evelto: pet den a vez implijet ganto? Distag eo wikimedia diouzh wikipedia ha ne gemm netra e mont en-dro ar wikipedia. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2010 da 05:16 (UTC)[respont]
Gwir eo e c'hellfe bezañ un ostilh brav hag efedus. Me 'zo a-du evit kas un tamm preder war ar c'hinnig a peus graet, met penaos kas an eskemm-se ? Mat 'vefe da muioc'h a dud dont da reiñ o ali, dre ma 'z eo ur c'hinnig liammet war-eeun gant raktres Wikipedia (ha Wikimedia). Ha ma 'vez divizet obet tra pe dra e vefe ret kaout ali al lodenn vrasañ ac'hanomp. A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Ebr 2010 da 17:38 (UTC)[respont]

Kavet ganin ar bajenn: Kaozeadenn Wikipedia:Mediaoù. Un dra zo ha n'eo ket sklaer: war a seblant n'eus nemet ur wikimedia e pep stad. N'eus wikimedia ebet e katalaneg, lakaomp. Tapout arc'hant digant ar gouarnamant gall a ra ar wikimedia gall evit kas ar galleg war-raok peogwir n'eus yezh all ebet er Stad C'hall moarvat. Bianchi-Bihan 29 Ebr 2010 da 04:33 (UTC)[respont]

War ar bajenn fr:Wikipédia:Wikimédia CH ez eus anv eus meur a yezh e Suis. Evel-just anv ebet a gement-se e fr:Wikipédia:Wikimédia France

Kanada, Kebek

[kemmañ ar vammenn]

Ur stad da vihanañ zo daou wikimedia enni fr:Wikipédia:Wikimedia Canadafr:Wikipédia:Wikimédia Québec, ma rank an hini bras rannañ traoù gant egile.


Uheloc'h e c'haller lenn:Digor eo ar galvadenn evit kemer perzh er Wikimania 2010. Kasit deomp ur c'hinnig ouzhoc'h a-raok ar 20 a viz Mae. Bet on o reizhañ. Ur pennad zo er wikipedia-mañ a zispleg eo gwregel ar gerioù a echu gant adenn: Jener an dibennoù-gerioù e brezhoneg . Bianchi-Bihan 29 Ebr 2010 da 06:17 (UTC)[respont]

Graet 'peus war-dro reizhañ pe get ? --Y-M D (kaozeal) 29 Ebr 2010 da 06:25 (UTC)[respont]
Hag ec'h adskrivan neuze: Bet on o reizhañ. Bianchi-Bihan 29 Ebr 2010 da 06:32 (UTC)[respont]
C'hoant am boa bezañ sur e oas deuet a-benn, dre ma ouezan e c'hell bezañ start d'ober war-dro an elfenn-se a wechoù. --Y-M D (kaozeal) 29 Ebr 2010 da 06:40 (UTC)[respont]
War a seblant n'eo ket bet gwall efedus ar reizhadenn... --Moran 7 Mae 2010 da 13:52 (UTC)[respont]
Moarvat eo peogwir eo bet reizhet, met n'eus ket bet graet peadra evit kemm d'an dud e karg e oa ret adnevesaat ar gemmadenn en o frammoù. Emaon o vont da glask en ober. --Y-M D (kaozeal) 7 Mae 2010 da 18:01 (UTC)[respont]
A-benn ur wech all e vo gwelloc'h ober ur c'halvadenn amañ da glask unan bennak d'ober un droidigezh ha ne vo ket ezhomm da reizhañ. Evit brud vat wikipedia eo kalz gwelloc'h chom gant saozneg pe c'halleg eget lenn frazennoù evel an hini uheloc'h. Bianchi-Bihan 8 Mae 2010 da 03:48 (UTC)[respont]
Graet Gwelet 'm eus gant ar re a rae war-dro al lodenn-se eus ar raktres hag hiziavaet eo bet an droidigezh nevez. N'eo ket bet eus an aesañ ober war-dro ar gudenn. --Y-M D (kaozeal) 9 Mae 2010 da 10:11 (UTC)[respont]