Kaozeadenn Wikipedia:Mediaoù
Wikimedia France
[kemmañ ar vammenn]- (Degaset eus an Davarn).
Adalek ar frazenn-se [Notenn: ar frazenn-vrudañ a c'houlenn reiñ arc'hant da Wikimedia] e vezer kaset d'ur bajenn c'hallek ma kinniger d'an dud reiñ arc'hant da Wikimedia France. D'am soñj eo poent krouiñ ur gevredigezh WikiBreizh, pe Wikimedia Breizh, pe un dra bennak evel-se. Hag ober bruderezh eviti amañ, ha n'eo ket evit reiñ arc'hant d'ar c'hallegerien. Goulenn a ran ali an dud diwar-benn an dra-se. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 02:00 (UTC)
- Me n'on ket a-enep ar mennozh-se tamm ebet, met karout a rafen gouzout d'ober petra e vefe eus ar gevredigezh-se. --Y-M D 9 Kzu 2009 da 07:36 (UTC)
Poan am eus o krediñ ez aje ar Wikimedia gall, a c'hopra tud e kostez Pariz hag a lavar bevañ diwar ar roadoù (ar re meneget uheloc'h, keta?), da gas ar gwenneien roet dezho da SUA. Din-me eo sklaer ne ra ket. Met evit bezañ sur n'eus nemet goulenn. Gallout a rafe ur merour hanterour ober kement-se? Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 05:38 (UTC) A-hend-all, e-barzh ar vro-mañ, e talvez ar c'hevredigezhioù da c'houlenn arc'hant digant ar bolitikourien da gaout gwenneien da implij tud. Gallout a reer lenn peseurt labour a ra ar wikimedia gall evit kompren penaos e implij e arc'hant, gallout a reer goulenn diganto ivez, pe aozañ ur veaj studi betek eno (paeet ganto?). Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 05:38 (UTC)
- Ya, marteze e oan-me da lenn re vuan (diouzh un tu emañ Wikimedia Fr ha diouzh an tu all emañ an hini "hollvedel"). Lemel a ran kuit ar pezh am boa skrivet dec'h eta.Trec'hlid mitonet 10 Kzu 2009 da 10:18 (UTC)
Pep hini a c'hall reiñ e ali (hag a c'houlennen) , pep hini a c'hall faziañ, ha me an hini a ra en taol-mañ ivez marteze. Met d'am soñj n'eus ket gwir da ziverkañ kaozioù en ur gaozeadeg. Hag ali ur merour-hanterour a garfen kaout diwar-benn-se.
Ur wikimedia
[kemmañ ar vammenn]- (Degaset eus an Davarn).
Hervez pezh am eus komprenet eo daou dra wikipedia ha wikimedia. Ur wikipedia zo, hag a ya en-dro. Ur wikimedia ne rafe ket labour wikipedia na war-dro wikipedia, a zo peadra ar genlabourerien, met war-dro tro-war-droioù wikipedia: war-dro dastum arc'hant (ha goulenn skoaziadoù), dastum danvez hag ober emglevioù (gant embannerien, levraouegoù, kelennerien, kazetennoù) da vagañ wikipedia, war-dro brudañ wikipedia ha komz er media (en anv wikimedia hepken), ha traoù all c'hoazh (da welout) ha n'hall ket wikipedia ober anezho. Kemeromp div skouer:
- prest on da reiñ 10 euro d'ar wikipedia brezhonek, n'hallan ket, met da wikimedia france e c'hallfen, hag e rin evel-just, ezhomm zo da sikour ar galleg en arvar;
- danvez zo gant pep levraoueg ha pep mirdi, gant ar CRBC, gant pep kelenner brezhoneg, luc'hskeudennoù zo gant embannerien c'hallek Breizh, ret eo kemer amzer da gaozeal gant pep hini evit ma vo lakaet an danvez-se e sac'h wikipedia. Re a labour evit kenlabourerien wikipedia. Un den implijet gant ur gevredigezh (ur Wikimedia Breizh, lakaomp) a c'hallfe ober. Hoc'h alioù mar plij. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 17:44 (UTC)
Wikimedia
[kemmañ ar vammenn]- (Degaset eus an Davarn).
N'eo ket aet gwall bell ar gaoz war ar wikimedia brezhonek. Piv zo bet o welout a dost labour ar wikimedia gallek?
Petra a ra ar wikimedia gall gant an arc'hant? Da skouer aozañ ur genstrivadeg sevel pennadoù, ha ma komprenan mat e oa 450 € da c'hounit. Ret e vije keñveriañ gant ar prizioù lennegel brezhonek, ha ne welan ket mat er pennadoù diwar o fouez pegement a vez roet d'an oberourien. Evit ar re a garfe gouzout hiroc'h db ar wikiconcours gallek: fr:Wikipédia:Wikiconcours/mars 2009. Plijet on o c'houzout e servij an arc'hant dastumet war-lerc'h ar bruderezh er wikipedia brezhonek (hag en un toullad re all: kembraek, euskarek ivez) da sevel pennadoù gallek. Bianchi-Bihan . 23 Kzu 2009 da 18:46 (UTC)
Wikilevrioù
[kemmañ ar vammenn]- (Degaset eus an Davarn).
- Petra a ra ar wikimedia gall gant an arc'hant? Da skouer embann levrioù. Kinnig a ran ar pennad-se d'an holl gelennerien (lise Diwan pe re all): [1] . Bianchi-Bihan 24 Kzu 2009 da 02:40 (UTC)
Wikimediaoù all
[kemmañ ar vammenn]- Wikimedia zo en un toullad yezhoù: Hungareg, nederlandeg, makedoneg, en un toullad broioù: Suis, Aostria...[2].Bianchi-Bihan 24 Kzu 2009 da 09:18 (UTC)