Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 10, bloaz 2014

Eus Wikipedia

03/03/2014 — 09/03/2014

[kemmañ ar vammenn]
Skrivañ un dra bennak en dekvet sizhun eus 2014 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Pennad ar miz

[kemmañ ar vammenn]

Penaos e vez dibabet "pennad ar miz", ha gant piv? Pennad Ludwig van Beethoven (evit miz Meurzh) a zo ur pennad manet digemm abaoe pell. Ha ne vefe ket gwelloc'h dibab ur pennad nevez-savet? E-touez ar pennadoù gwellañ savet e miz C'hwevrer emañ Keflusker dre enleskiñ. Mat e vefe lakaat war wel seurt labourioù.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Meu 2014 da 11:40 (UTC)[respont]

Dibabet e oa bet pennad(où) ar miz gant F. F. Fjodor e 2011. Dre ma n'eo ket bet cheñchet an dibaboù-se abaoe 2011 e vo kavet bep bloaz ar memes pennad e miz Meurzh eta. --Yun (kaozeal) 2 Meu 2014 da 13:47 (UTC)[respont]
Trugarez dit evit ar respont. Poent e vefe cheñch an doare-se, pe kavout pennadoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Meu 2014 da 09:35 (UTC)[respont]
Marteze ne vefe ket fall ober kinnigoù bep miz evit pennad ar miz a zeu, ar c'hinnig a dap ar muiañ a vouezhioù a yelo da bennad ar miz, pe, ma n'eus nemet ur vouezh dre bennad e vo kemeret an hini kentañ. Evel just e rank ar pennadoù bezañ kempennet mat. Ne vefe ket fall ivez kas war-raok dilennadeoù ar pennadenoù eus an dibab, ha re ar pennadoù mat ivez.... Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 10:02 (UTC)[respont]
Mennozh mat. --Yun (kaozeal) 10 Meu 2014 da 09:17 (UTC)[respont]

Ur pezh charre bras a oa gant unan bennak war-dro an etrewiki er sizhun all hag o fulorién war-lerc'h tud o kas ar wikipedia (hag ar bed marteze ivez?) d'an traoñ : robotoù zo avat hag a ra al labour hep blejal a-bouez-penn evel leueoù :

Gwelloc'h zo? Miliadoù evel-se a zo! Neuze, da betra skuizhañ ha beogal gant traouachoù? Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Meu 2014 da 13:16 (UTC)[respont]

Ne vefe ket fall deskiñ penaos e tro Wikipedia ! Bremañ ne reer ket mui gant an etrewikioù, met gant wikidata. Lavaret eo bet ouzhpenn ur wech dija, ha dit-te dreist-holl ! --Y-M D (kaozeal) 3 Meu 2014 da 16:24 (UTC)[respont]
Ya, kalz gwelloc’h eo ar sistem nevez. Met arabat meskañ ar sistem hag an etrewiki, da lâret eo al liammoù etrewiki mod-kozh (graet gant ar c’ho [[it:Italia]] da skouer) hag al liammoù etrewiki nevez graet war Wikidata (247 evit Italia : d:Q38). Echu eo ar sistem kozh aboe mizioù ha abenn nebeut ne vo ket ken liammoù kozh (ha stanket e vo ar sistem kozh forzh peanos) ; lavaret e oa meur a wezh un peplec’h (war an davarn met ivez war Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan#Liammoù etrewiki). A galon, VIGNERON (kaozeal) 3 Meu 2014 da 21:29 (UTC)[respont]

Hag adarre em eus klasket hiziv, ha c'hwitet adarre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Meu 2014 da 22:30 (UTC)[respont]

Ma n’eus ket tu dit da implij ar sistem nevez dre Wikidata, mat-tre ; n'implij ket ar sistem nevez. Met arabat implijañ c’hoazh ar sistem kozh. Gant ar robotoù ne oa nemet treuzkaset betek wikidata al liammoù dija war pennadoù. Evit ar pennadoù nevez eo ret krouiñ al liammoù etrewiki war Wikidata. A galon, VIGNERON (kaozeal) 6 Meu 2014 da 08:03 (UTC)[respont]
Evit a re o deus poan da lakaat liammoù nevez, marteze roit din war ma fajenn gaozeal, pe amañ, ul liamm betek ar pennad, ul liamm all betek ar pennad en ur yezh all hag rin war-dro an dra-se (pe unan all evel just) Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 10:04 (UTC)[respont]

Reolennoù

[kemmañ ar vammenn]

Goude kement-mañ: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Llanilltud_Fawr&action=history ...
Unan a zaou: pe ez eus reolennoù, ha neuze ne chomer ket da dermal: a) lavarout pere int, b) diskouez anezho: talvoudus e c'hall bezañ evit an holl.
D'an hini a implij arguzennoù eo da brouiñ pezh a lar, ha n'eo ket d'ar re all da grediñ. Gwelet ez eus bet dija tud oc'h ijinañ reolennoù amañ, reolennoù ha ne weler ket er wikioù all. Mat e vije sentiñ ouzh ar re a zo a-raok pep tra.
Euklides kozh, a gredan, an hini a lare, a-hervez:

Pezh a lavarer hep degas prouenn a c'hall
Bezañ distaolet hep prouenn ken aes all.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Meu 2014 da 14:06 (UTC)[respont]

Bep tro pa'm eus bet diskouezet reolennoù, erbedadennoù, alioù... ar WP da BB, en deus distaolet anezho evit abegoù toull pe doulloc'h. Ha fae ganin gwelet anezhañ o kouezhañ diouzhtu war ma chouk bep tro ma klaskan kempenn pennad pe bennad manet digemm abaoe hir vloavezhioù, ha ma laka diskempenn enno kerkent. Gwelet da skouer: amañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Meu 2014 da 16:32 (UTC)[respont]

Respont graet e-kichen d'am daou c'houlenn sklaer: a) eus peseurt reolennoù ez eus kaoz amañ ? b) pelec'h int meneget? Respont ebet, reolenn ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Meu 2014 da 16:42 (UTC)[respont]

E gwirionez ? Un tabut diwar-benn liammañ pe ket « Mor Havren » ? Pe oad oc’h ?
Ne reer foutr kaer ha n’eus reolenn pe erbedadenn ebet war un munud evel-se. Traou-all pouezusoc’h zo d’ober.
VIGNERON (kaozeal) 6 Meu 2014 da 07:52 (UTC)[respont]

Pezh a soñjen : reolenn ijinet. Met pa glasker tabut, pep tra zo mat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2014 da 08:44 (UTC)[respont]

Ha koulskoude [1] «To avoid excessive links, you should normally create a link in an article only where the first occurrence of a word or phrase occurs.» pe c'hoazh: «Un même lien répété plusieurs fois est inutile. Décrire la guerre de Cent Ans en faisant un lien vers la France ou l’Angleterre à chaque fois que le nom de l’une des deux patries apparaît, est superflu et peut fatiguer l’œil. Il est plus judicieux de faire un lien à la première occurrence dans l’article, ou si les paragraphes sont longs, de faire un lien à chaque première occurrence dans le paragraphe.» [2]. Hag ivez: "Wikification" «supprimer les liens inutiles ou ceux qui, répétés plusieurs fois dans le même article, peuvent alourdir la lecture» [3] --Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Meu 2014 da 11:14 (UTC)[respont]

Reolennoù, falsreolennoù, ha koll-amzer

[kemmañ ar vammenn]

Tud zo n'ouzont ket penaos koll amzer o-unan, ha lakaat re all d'ober, d'o heul:

  1. Ar "manual of style" n'eo ket ur reolenn [4]
  2. [5] : Generally, a link should appear only once in an article, but if helpful for readers, links may be repeated in infoboxes, tables, image captions, footnotes, and at the first occurrence after the lead.
    • Pa reer dave d'ar wiki saoznek eo gwelloc'h kompren saozneg.
  3. en:Italian wars: liammoù er skeudennoù, evel-just!
  4. fr:Guerres d'Italie: kontit al liammoù er skeudennoù+taolennoù.
  5. it:Guerre_d'Italia_del_XVI_secolo, idem

Hon diwallit diouzh integristed ar yezh, ar wikipedia, ha me 'oar petra c'hoazh! Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2014 da 13:37 (UTC)[respont]

Mat da vrezhonekaat, marteze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2014 da 18:07 (UTC)[respont]

N'eo ket rak n'eus nemet fazioù en daolenn-se. Da skouer 3/4 = 0,75 ha 0,75 n'eo ket ar memes tra ha 9. Ret e vije bet resisaat : tri c'hard eus daouzek. --Yun (kaozeal) 7 Meu 2014 da 07:03 (UTC)[respont]

Gallout rafes ober war-dro?

RANNOÙ AN DOUSENN :

1/12 × 12 = 1
1/6 × 12 = 2
1/4 × 12 = 3
1/3 × 12 = 4
1/2 × 12 = 6
3/4 × 12 = 9
KEVAN (1/1 × 12) = 12

Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2014 da 08:18 (UTC)[respont]

N'eus fazi ebet en daolenn bortugalek, hini ebet kenneubeut en hini vrezhonek bet kinniget. Splann eo an talbennoù : frações das dúzias = "rannoù daouzek", neuze e oa goulakaet "12" e listenn ar rannoù ; war an diazez 10 e chom Yun pa skriv "3/4 = 0,75"... Penaos ponneraat ul labour a-zaore dre zievested, diouiziegezh pe bedantegezh.

Nijal a ra ar c'hunujennoù disin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Meu 2014 da 17:02 (UTC)[respont]

Unan bennak a c'hallfe deskiñ da hennezh en em zerc'hel?

Ma trenka an traoù adarre, anat piv vo kaoz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Meu 2014 da 10:28 (UTC)[respont]

Hag adarre

[kemmañ ar vammenn]

Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Meu 2014 da 08:50 (UTC)[respont]

N'eus pennad personel ebet war Wikipedia. Mont da dennañ kement tra degaset gant ar re all hep reiñ an disterañ abeg a zo enepwikipedia (evel amañ [6]).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Meu 2014 da 10:00 (UTC)[respont]

Gevier.

  1. an danvez geriadurel, skouerioù hag all, zo bet lakaet er wikigeriadur (hervez ar reolenn Wikipedia:N'eo ket wikipedia ur geriadur, ha honnezh n'eo ket unan ijinet!): n'eus nemet sellout eno: pevar pe bemp pennad zo;
  2. difennet eo kontañ gevier ha tagañ an dud (hervez ar reolenn Wikipedia:Tagadennoù personel, ha honnezh ivez n'eo ket unan ijinet!):
  3. n'eus netra distrujet ganin eta. N'on ket sur e vez ken gwir all gant oberoù an Trec'hlider pa gav un dra bennak a zisplij dezhañ.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Meu 2014 da 10:38 (UTC)[respont]

A-enep ar feiz fall n'haller ket ober kalz a dra. Petra geriadurel a zo bet lakaet ganin da ziwezhañ? Goulenn daveoù a vefe enepholloueziadurel? An traoù geriadurel (traoù 'zo da vihanañ, hepken ar pezh a blije dezhañ moarvat...) a zo bet adkemeret gantañ war ma lerc'h evit ar wikeriadur, hag eeunaet em boa kalzik ar rann geriadurel!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Meu 2014 da 11:51 (UTC)[respont]
An holl skouerioù zo bet lakaet er wikigeriadur, hervez ar reolennoù. Ma vank UNAN e c'hallez lakaat ivez. Goulenn daveoù kement ha ma kari. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Meu 2014 da 12:40 (UTC)[respont]
Anat eo ne dalv ket ar boan klask kaozeal. Gwelet eo bet kement-se gant tud all c'hoazh amañ: n'hall ket an implijer-mañ degemer e vefe touchet d'"e" bennadoù. Evel nevez 'zo amañ ma kav gwelloc'h adlakaat diouzhtu saozneg e-lec'h brezhoneg (Kaozeal:Aldus Manutius) hag ober goap c'hoazh war-lerc'h. Biken ken ne glaskin kaozeal gantañ, poan gollet e vefe (anat eo e klaskin respont d'ar re all). Ma vefe kalon gant hini pe hini da welet an traoù e c'hallo sellet ouzh "istor ar bajenn" ha barn drezañ e-unan. Adplediñ a rin gant ar pennad dousenn diwezhatoc'h.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 9 Meu 2014 da 13:03 (UTC)[respont]

Demat, Miaoual re uhel a ra ar c'hazh-mañ goude peurlipat an dienn a-bezh. Ha ma klaskfe pep hini ober war-dro e skudellad e-pad ur pennad amzer hir a-walc'h hep mont da atahinañ an targazh all ? Kement ha kaout un tamm habaskted amañ, rak n'eo ket gwall blijus d'ar re all arvestiñ ouzh 'r seurt c'hoarioù bugale, me 'lâr deoc'h. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 9 Meu 2014 da 16:05 (UTC)[respont]

Adplediñ a rin gant ar pennad dousenn diwezhatoc'h.

[kemmañ ar vammenn]

Sklaer an traoù. N'eus arguzenn ebet nemet ar c'hoant da gas un dial da benn. Evel nouspet gwech dija. Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 Meu 2014 da 16:56 (UTC)[respont]