Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 04, bloaz 2024

Eus Wikipedia

22/01/2024 — 28/01/2024[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er bevare sizhun eus 2024 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Emzalc’h[kemmañ ar vammenn]

Degaset am eus reolenoù diazez ar wiki da soñj implijerien zo. Neuze, ma welan anezho

  • o kunujenniñ,
  • o tamalliñ hep prouenn,
  • o plantañ ar reuz e n’eus forzh pe mod,
  • oc’h embann titouroù prevez, gwir pe ijinet, hep aotre,
  • oc’h ober gant anvioù implijer n’int ket an hini dibabet gant an den,
  • oc’h ober goap ouzh unan bennak, da skouer abalamour d’e live yezh (ne ra vern din ha gwir eo pe n’eo ket),

e lakain ar reolennoù da bleustriñ da vat. Ur bouton Stankañ zo evit se, ha laouen e vin kaout vakañsoù.

Ur wech lavaret an dra-se e pedan ac’hanoc’h da vont da labourat en un doare sioul ha talvoudus, ha da vezañ seven e-kerzh ho kaozeadennoù. Huñvreüs (kaozeal) 23 Gen 2024 da 17:23 (UTC)[respont]

Pennad nac'het .[kemmañ ar vammenn]

'''Stêr ar Bonoù''' pe ar '''Sal''' zo ur stêr eus [[Bro-Gwened]]. Kemberiñ a ra gant [[Stêr an Alre]] er [[Ar Bonoù|Bonoù]]. ==Notennoù== {{Daveoù}} [[Rummad:Stêrioù Breizh]] Dakbzh (kaozeal) 25 Gen 2024 da 19:01 (UTC)[respont]

N’eo ket sklaer din perak eo bet nac’het, seblantout a ra bezañ un dra bennak n’ez a ket en-dro mat gant ar sil gwallimplij. Marteze eo abalamour d’ar gudenn-mañ. Diweredekaet am eus ar sil a nac’h pennadoù evit poent, gant ar spi ne zeuio ket mil fennad berr, dizave ha dirumm a-raok fin an noz.
A-hend-all e vije bet aotreet ar pennad ma vije bet daveoù ennañ. Al lec’hienn-mañ a c’hellfe bezañ implijet, da skouer. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 19:23 (UTC)[respont]
evel-just ez eo bet nac'het ar pennad : 133 eizhbit, daveenn ebet, rummad ebet. Un tamm boued am eus lakaet ouzhpenn hag embannet eo bet. 92.184.96.117 25 Gen 2024 da 19:39 (UTC)[respont]
"Evel-just", ur pennad nevez boulc'het e oa. Dakbzh (kaozeal) 25 Gen 2024 da 19:53 (UTC)[respont]
Ur rummad e oa, e gwirionez, evel a weler er marilh. Forzh penaos, ne vo nac’het pennad ebet evit poent, ne blij ket din ar gudenn a zo gant ar meziant. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 20:05 (UTC)[respont]
OK. Trugarez. Dakbzh (kaozeal) 25 Gen 2024 da 20:23 (UTC)[respont]
Sellit ouzh ar pennadoù bet savet ganin m.p. Dakbzh ha Kadbzh. Boas on da zegas danvez. Dakbzh (kaozeal) 25 Gen 2024 da 19:57 (UTC)[respont]
"ur pennad nevez boulc'het" : mar teurvezfe an implijerion hag an implijerezed "degas danvez" d'an holloueziadur e vehe dav dehe labourat un tamm muioc'h a-raok poouezañ war ar bouton "Embann ar bajenn". Mat eo ar sil evit mirout doc'h an dud bout re brim, hag evit en em soñjal a-raok embann. Klañ eo ar wiki brezhoneg diàr seurt leziregezh. 92.184.96.117 25 Gen 2024 da 20:37 (UTC)[respont]
"labourat un tamm muioc'h" ha "leziregezh"... Chomit seven, mar plij.Dakbzh (kaozeal) 26 Gen 2024 da 10:08 (UTC)[respont]
Ya, ur vezh leuskel un IP diskuizh da gomz evel-se eus al labour ha n'eo ket graet gantañ hag eus al labourerien ha n'int ket robotoù. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 11:36 (UTC)[respont]
https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadenno%C3%B9/Dakbzh https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dibar:Degasadenno%C3%B9/Kadbzh&target=Kadbzh&offset=&limit=500 Dakbzh (kaozeal) 26 Gen 2024 da 12:54 (UTC)[respont]
Gortoz a ran digarezioù mar plij. Dakbzh (kaozeal) 27 Gen 2024 da 14:12 (UTC)[respont]
A-du on, evel em eus skrivet a-is. Ma ne welan displegadurioù na digarezioù amañ a-benn fin an dibenn-sizhun e stankin an IP.Huñvreüs (kaozeal) 27 Gen 2024 da 14:36 (UTC)[respont]
Hag an IPoù all implijet gant ar memes den, evel-just. Ne chom ket kalz amzer, dereat e vefe dont da en em zisplegañ amañ. Huñvreüs (kaozeal) 28 Gen 2024 da 12:28 (UTC)[respont]
@92.184.96.117:Deus 'ta da zisplegañ perak ez poa graet gant ar ger « leziregezh », mar plij. Ne gousto ket pikez dit moarvat.--2A01:CB08:8E1D:9400:C019:47D2:2022:2BD4 28 Gen 2024 da 14:55 (UTC)[respont]
Graet evit sizhunvezh. Huñvreüs (kaozeal) 28 Gen 2024 da 21:22 (UTC)[respont]
Sklaer eo din e labour Dakbzh da glokaat ha hivizaat pennadoù, krouet gantañ pe get. Ne seblant ket din bezañ komzoù an IP a-eneptañ rak implijet eo bet al liester, plijout a rafe din ma deufe da resisaat memestra.
Trugarez d’ar re n’int ket bet meneget chom hep gwashaat an traoù. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:02 (UTC)[respont]
Ma ouzon lenn (ha tud all a oar ivez) ez eus kaoz eus "an implijerion hag an implijerezed" (sic) ... Neuze e c'hall ouzhpenn un den bezañ feuket. Kinnig a ran votiñ a-enep seurt komzoù. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 14:35 (UTC)[respont]
Stanket am eus ArzhPleuzal evit bezañ skrivet ar pezh a lenner a-us goude bezañ lavaret chom hep ober.
Plijout a rafe din ma deufe an IP da resisaat ar pezh lavaret gantañ, a c’hell bezañ kavet displijus evel m’emañ. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 16:35 (UTC)[respont]
Evel Implijer:Dakbzh, "ne welan ket pelec'h emañ an abeg" da stankañ kont Arzh Pleuzal. --Llydawr (kaozeal) 5 C'hwe 2024 da 15:29 (UTC)[respont]
Roet ez eus bet un abeg, pevar foent dezhañ, e pajenn gaozeal ArzhPleuzal. Stanket eo bet an den a ra gant ar gont-mañ da viken e daou wiki all evit bezañ graet kalz nebeutoc’h a draoù a-enep ar reolennoù. Krediñ a raen e oa an abegoù roet respont a-walc’h da c’houlenn Dakbzh (kd), met gallout a ran reiñ resisadennoù, ha sur a-walc’h e c’hell VIGNERON (kd) hen ober ivez. A-zivout pehini, pe pere, eus ar poentoù, ez eus ezhomm eus muioc’h a zisplegadennoù? Huñvreüs (kaozeal) 5 C'hwe 2024 da 17:18 (UTC)[respont]

Int zo barrekoc’h evidomp[kemmañ ar vammenn]

Gourc’hemennoù d’ar Wikipedia Sougbouanek, ur wiki a zo muioc’h evit 6 milion a bennadoù ennañ. An eil wiki eo e keñver an niver a bennadoù, an hini kentañ zo ar Wikipedia saoznek evel-just.

Penaos ez eus bet krouet kement a bennadoù en ur yezh komzet gant war-dro 45 milion den? Gant ur robot, graet gantañ muioc’h evit 29 milion a zegasadennoù. Gallout a rit dizoloiñ poltred Sverker Johansson, aozer ar robot, er pennad-mañ: For This Author, 10,000 Wikipedia Articles Is a Good Day's Work.

Petra eo talvoudegezh ar pennadoù-se? Penaos e c’hellont bezañ adlennet, gwiriet, kempennet, gwellaet? Ho leuskel a ran da zivizout. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 20:53 (UTC)[respont]

Pennadoù saoznek zo a-zivout Sverker Johansson hag e robot Lsjbot. Biskoazh kement-all…
On June 15, 2013, the Swedish Wikipedia hit one million articles, the eighth language on Wikipedia to reach that goal. The millionth article was created by Lsjbot – which at that point had created 454,000 articles, almost half of the entire article count of the Swedish Wikipedia.
In February 2020, Vice reported that Lsjbot was responsible for over 24 million of 29.5 million edits at Cebuano Wikipedia, now the world's second largest Wikipedia,[6] with bots comprising all but five of the site's top 35 editors and no human editors in the top 10.
Hag a-benn ar fin: On the Swedish Wikipedia, since early 2017, around 900,000 articles written by Lsjbot have been deleted […] a further number of approximately 200,000 articles await deletion. […] In just one year, from July 2020 to December 2021, Swedish Wikipedia fell from 3.72 million articles to 2.79 million articles. Furthermore, since July 2020, the deletion rate has occasionally exceeded 5,000 per day.
Ur gwir hunvre, me a lavar deoc’h Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 21:07 (UTC)[respont]

IPoù stanket[kemmañ ar vammenn]

Klasket am eus chom hep stankañ chomlec’hioù na vije ket implijet gant an den meneget a-us, met gant IPoù neuñv ne c’heller ket bezañ sur. Ma vije unan bennak bet nac’het degas kemmoù hep abeg, n’am eus ket berzet krouiñ kontoù na kas postelioù. Huñvreüs (kaozeal) 28 Gen 2024 da 21:27 (UTC)[respont]

N’eo ket sklaer, a-benn ar fin, ha gallout a rin ober war-dro ur stankadenn ledan e-pad sizhunvezh (lenn ar marilhoù, distankañ IPoù pa vo ezhomm…), neuze n’am eus laosket nemet ur stankadenn resis (arouezel, e c’hellfed lavarout). Dizereat e vefe d’an den a ra gant an IPoù ez eus anv amañ emvataat eus an dra-se. Huñvreüs (kaozeal) 29 Gen 2024 da 07:29 (UTC)[respont]