Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Mezheven

Eus Wikipedia
Menezioù Eryri : Y Lliwedd, Y Grib Goch, Yr Wyddfa (ar menez uhelañ), Garnedd Ugain
Menezioù Eryri : Y Lliwedd, Y Grib Goch, Yr Wyddfa (ar menez uhelañ), Garnedd Ugain

Yr Wyddfa (Snowdon e saozneg) zo ur menez e hanternoz Kembre, ar menez uhelañ er vro-se, gant 1085 metr a uhelder.

Emañ e Park Broadel Eryri, e kontelezh Gwynedd. Kern Yr Wyddfa eo menez uhelañ torosad Eryri. Un tren bihan zo da vont betek al lein adalek Llanberis. Savet e voe an hent-houarn-se e 1896.

Ur bern tud a bign gant ar menez, n’eo ket gant an tren, met war droad. E 2019 e oa bet ouzhpenn 590 000 a dud o kerzhet betek al lein, tra ma oa bet 140 000 den all o vont di gant an tren bihan. Bez’ ez eo ar menez eus Breizh-Veur ma teu ar muiañ a dud. Eus al lein e vez kaer ar gwel ha pa vez dizolo an amzer e c’haller gwelet betek Iwerzhon, Bro-Skos, Manav ha Bro-Saoz, ouzhpenn ma weler un tamm mat eus hanternoz ha kreiz Kembre.

E krec’h e kaver un ti da zegemer an douristed, anvet Hafod Eryri, gant un ostaleri digoret e 2009, e-lec’h an hini a oa bet savet er bloavezhioù 1930. An tren n’a en-dro nemet eus miz Meurzh da viz Here.

(muioc'h...)