Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Gouere

Eus Wikipedia
Carl von Linné.

Carl von Linné, pe Carl Linnaeus, a oa mezeg, louzawour ha kelenner e Skol-veur Uppsala e Sveden en XVIIIvet kantved. Gantañ e voe klasket rummata holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae, embannet e 1735. Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar bevien a zo en implij bremañ.

Gant Linné e voe roet da bep spesad un anv resis e latin, savet diwar daou c’her. Da skouer, Homo sapiens ("den a oar") evit an den. A-raok Linné e veze roet anvioù hir d’ar spesadoù, evit o diskrivañ. Gant skiantourien a veve er XVIvet kantved, an daou vreur Bauhin, e oa bet savet ar reizhiad anvadurioù daouel a zo implijet hiziv, met gant Linné an hini e voe lakaet an diazezoù-se da dalvezout a-vras.

Ur Protestant deol e oa Linné, ul Lutherad, hag evitañ e oa ar vevoniezh ur studi eus ar bed urzhiet gant Doue. Krediñ a rae e oa bet krouet al loened hag ar plant gant Doue ha ne oant ket cheñchet abaoe krouidigezh ar bed. Ar spesadoù, evitañ, ne gemment ket, er c’hontrol diouzh ar pezh a voe displeget diwezhatoc’h gant Charles Darwin. Daoust da se e oa krog da gas ar skiant war un hent a bellae diouzh kelenn ar relijion. Un arc’heskob lutherat a damallas dezhañ bezañ dizoue.

Bez e voe Linné unan eus diazezourien Akademiezh ar Skiantoù e Sveden. Gantañ ivez e voe savet Liorzh Louzawouriezh Uppsala.

(Gouzout hiroc'h)