Wikipedia:Wiki-ni
- Marteze emaoc'h o klask hor c'hiwi-ni?
Hon wiki-ni, pe hor wiki-ni (evel a garer pe a geror), n'eo ket un enezenn, nag un douar, nag un tamm pezh dilhad berr ha dister, met ar wikipedia vrezhonek. Pell emañ diouzh Enez Bikini hag ouzhpenn-se n'eo ket a vent nag a stumm gant bikini ebet.
Bro dizalc'h
[kemmañ ar vammenn]N'eo ket na bragoù na brozh dizalc'h eta, met un tamm bro dizalc'h an hini eo memes tra.
N'eo ket bro brini na
levrini, na karreg gouelini, met hon bro-ni an hini eo, brezhonegerien divorfil, dibilh ha dibistig.
Stag eo a dra sur ouzh an holl wikioù all, ha par dezho ivez: gant brezhonegerien eo savet, ha n'eo ket gant o amezeien pe yezherien arall.
- Ganimp emañ ar vestroni,
- hep rogoni na rustoni,
- hep viloni na falloni,
- na brav eo dimp en hon wiki-ni.
Son flour ar yezh
[kemmañ ar vammenn]Ar vro vrezhonek nemeti eo hon wiki-ni.
Enni e c'haller komz eus kement tra a garomp, beajiñ en holl vroioù, hag en holl amzerioù, en hon yezh-ni.
- Evel miaou kazh, evel harzh ki,
- Nemet son hon yezh ne vank en hon wiki
- Un deiz avat e teuy, hervez pep spi
- Sede p'lec'h mañ hon intampi.
Wiki digor, Goursez digor
[kemmañ ar vammenn]Degemerus eo hon wiki evel ma tiskouez ar pempgwerzennad-mañ:
- Pe baotr pe blac'h, da bep hini
- da chaloniez pe chaloni
- pe 've diaes pe 'n aezoni
- pe gant mono pe gant biki
- digor ez eo hon wiki-ni.
Porzh
[kemmañ ar vammenn]Koulskoude eo degemerusoc'h hon wiki-ni c'hoazh d'ar re a garo kas ar c'harr war-raok gant ar re all, hervez pozioù ar c'han broadel :
- Ma tremenez, salud 'lari,
- Ma labourez, gra a gari,
- Met ma klaskez porzh da c'hoari
- N'eo ket al lec'h da baboriñ.
Pennadoù kar
[kemmañ ar vammenn]Liammoù diabarzh
[kemmañ ar vammenn]- Arnodoù gallegerien da reoliañ hon wiki-ni: [[1]]
- Arnodoù drailherien : ne blij ket hon wiki-ni d'ar bleidi [[2]] na d'ar brini: [[3]]