Wicca

Wicca zo anv ur relijion diazezet war an natur lakaet da vezañ deuet-mat e 1954 gant Gerald Gardner, ur c'hargiad breizhveuriat war e leve[1]. Lavarout a rae e oa ar relijion-se un aspadenn eus ur relijion gozh, kuzh ha kevrinus abaoe kantvedoù hag a zeufe eus ar baganiezh kozh en [[Europa (kevandir)|Europa.[1]. Ne c'heller ket prouiñ e lavare Gardner ar wirionez met gallus eo ne oa aozet an doueoniezh wiccan nemet er bloavezhioù 1920[2]
Meur a hengoun wiccan a oa kresket war diaz an hini krouet gant Gardner, anvet "Wicca Gardnerian". Kredennoù, lidoù ha boazamantoù dibar zo da bep hini eus an hengounioù-se. Kuzh e chom kalz hengounioù, ha goulenn a reont ma vo kelennet o izili. Bez' ez eus ivez ul luskad, "Wicca diuzer" e anv, na gred ket ez eo ret bezañ kelennet en un doare hengounel pe krediñ en ur gelennadurezh strizh evit bezañ ur wiccan[3].
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus an hensaozneg wiċċa, "sorser". E deroù al luskad e veze skrivet Wica ha lakaet da anv-stroll evit envel holl izili ar relijion-se[4]. Da Wicca, bepred un anv-stroll, e troas en ul levr all gant Gardner, The Meaning of Witchcraft (1959).
Mennozhioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un doare hudouriezh pagan eo ar wicca. Lidoù arbennik, gouelioù diazezet war ar mareoù-bloaz ha pennsturiennoù relijiel, strobinellus hag etik zo enni. Doareoù hudouriezh arall zo e kalz sevenadurioù, gant boazamantoù disheñvel-bras an eil re diouzh ar re arall. En em envel "pagan" a ra kalz wiccanourien, petra bennak ma 'z eus er ger "paganiezh" kalz relijionoù ha n'o deus netra da welet gant Wicca. Livet e oa bet ivez ar Wicca evel un hent kreiz-pagan pe nevez-pagan[5]. Pa n'eus nag aozadur kreizel na reizhkredenn ebet er Wicca e c'hell kredennoù ha boazamantoù ar wicanourien bezañ disheñvel a-walc'h an eil re diouzh ar re arall. Boutin d'an holl avat eo ar pennaennoù relijiel, lidel hag etik pennañ, rak emaint e kreiz ar gelennadureh hengounel hag an oberennoù embannet diwar-benn an dodenn.
E kendivizadoù lignez Gardner eo ar Wicca un doare hudouriezh diazezet war mennozhioù strobinellek ha relijiel a-ziforc'h. Disheñvel eo diouzh ar relijionoù arall dre he c'hredennoù, dre hec'h implij eus an hudouriezh, he frederouriezh etik, he doare da gelenn hec'h aozadur hag he ferzh kuzh[6]. Degemeret e oa bet un darn eus ar c'hredenoù hag ar boazamantoù-se gant tud estren d'al lignezoù, galvet alies Wiccanourien diuzer. Diarbenn a reont ar gelennadurezh, ar c'hevrin hag ar skeulioù-renk ha kredennoù muioc'h liesseurt o-deus. Un darn anezho na ra hudouriezh ebet ha n'en em c'halvont ket hudourien.
Tri derez a gelennadurezh eo er c'hendivizoù hengounel. En derez kentañ ez eo ret mont davet un hudour hag un ezel ouzh ar gumuniezh, met ret eo d'ar re a fell dezho kelenn ha krouiñ o c'hendivizadoù dezho o-unan evit mont a-dreuz an eil hag an trede derez. D'ur pennveleg e yeont neuze[6]. E-pad o c'helennerezh e kemer wiccanourien 'zo un eil anv da aroueziañ o adc'hanidigezh pe da guzhat o aparchant d'ar relijion en endroioù enebour.
Kredennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit an darn vrasañ eus ar wiccanourien eo ar Wicca ur relijion a zaou zoue. Adoriñ a ra un doue hag un doueez a zo lakaet da zaou bennahel a-ziforc'h hag evel enkorfadur an nerzhioù naturel[7] A-wechoù e vezont arouezet gant al Loar hag an Heol. Evel un doueez teirdremmek e vez meizet an Doueez, hag, alies a-walc'h, an doue. Teir dremm, liammet ouzh kreskoù ha digreskoù al Loar, he deus an Douez : ar Werc'hez, ar Vamm hag ar Wrac'h.
Dreist e vez gwelet an doueez gant kalz wiccanourien rak enderc'hel ha krouiñ pep tra a ra. Ar fulenn-vuhez enni eo an doue hag er memes amzer eo he c'hariad hag he mab. Dre-se e vez ur velegez-uhel e penn ar c'hendivizad kentoc'h eget ur beleg-uhel[8]. En un nebeud hengounioù, evel hini an doueez Dianic Wicca, e vez gwelet an doueez evel peurglok ha ne vez ket adoret tamm ebet an doue. Doueek drezo o-unan eo an doue hag an doueez Wiccan, hag evit un darn eus ar wiccanourien e endalc'h ar mennozh-se un nebeud ag animegezh. Krediñ a ra ar wiccanourien e c'hell an doueed dont war wel en un furm personel, alies e-barzh korf ar velegez-uhel ha hini ar beleg-uhel e-pad ul lid anvet "Tennañ al Loar".
Hervez Gerald B. Gardner ez eo doueed ar Wicca reoù kozh Breizh-Veur : un doue kornek hag un doueez-vamm[9]. Hervezañ ez eus ur boud a-us dezho met ne c'heller ket gouzout tra ebet diwar e benn, ha ne vez ket adoret[10] ; Dryghten eo anv ar boud-se hervez ar wiccanourez Patricia Crowther[11].
Wiccanourien 'zo a gred n'eus ur boud hepken eus an doue hag an doueez, met an darn vuiañ a ziforc'h etre an doue hag an doueez. Klokaet e vez an daouleouriezh-se gant un doare liesdoueegezh rak doueed ha doueezed eus an holl sevenadurioù a vez gwelet evel arvezioù eus ar c'houblad pe eus unan eus e izili. An doueed-se a vez peurliesañ adoret dindan o anv dezho o-unan, ha wiccanourien 'zo a wel anezho evel boudoù bev gwirion. Reoù arall a gred ez eo an doueed kentoc'h pimpatromoù pe arouezioù[12] Hervez Janet Farrar ha Gavin Bone e ya ar Wicca muioc'h-mui war-du al liesdoueegezh gant an amzer, ha tostaat a ra ouzh gweladur-bed hengounel ar relijionoù pagan.[13]
Kemmus e vez ar c'hredennoù diwar-benn an "Tu-arall" e-touez ar wiccanourien, met an darn vrasañ a gred en adenkorfadur goude un dremenadenn en un doare lec'h-etre anvet Summerland ("Bro an Hañv") ma c'hell an Anaon prederiañ diwar-benn o buhez tremenet hag en em aozañ evit an hini da zont.
Buhezegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet eo buhezegezh ar Wicca war ar Wiccan Rede ("Reolenn Wiccan") : An it harm none, do what ye will ("keit ha ma ne noaz ket ouzh den ebet, gra a gari). Talvezout a ra ez eo an dud frank d'ober a garint met ret eo dezho bezañ atebek eus o aktoù ha strivañ da vihanaat an drougoù ez int abeg dezho ha d'an hentez[14] Un elfenn voutin arall a-walc'h eus ar vuhezegezh wiccan eo Lezenn an Distro Tridoubl, a lavar e tistroio kement pezh a reomp gant ur nerzh teir gwech brasoc'h deomp[15].
Kalz wiccanourien a glask diorren en eizh vertuz meneget gant ar wiccanourez Doreen Valiente en he levr barzhonegoù The Charge of the Goddess[16] : levenez, azaouez, enor, uvelded, nerzh, braventez ha kendruez. E barzhoniezh Valiente ez int urzhiet a-goubladoù a-ziforc'h, un daouelezh a gaver alies er Wicca. Un nebeud lignezoù a heuilh ivez ur rummad a 161 lezenn anvet Ardanes, "Lezennoù an Arz". Hervez Valiente, unan eus e velegezed-uhel kozh, en defe Gardner ijinet anezho e-kerzh un tabut e kendivizad Bricket Wood[17],[18].
Daoust ma oa Gardner a-enep an heñvelrevelezh[19] ec'h asant d'an darn vrasañ eus an hengounioù Wiccan hiziv.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lidoù niverus o deus ar wiccanourien, liammet ouzh an hudouriezh pe ouzh gouelioù arbennik. Kemmus eo o stumm met peurliesañ e vezont graet en ur c'helc'h hud. Da grouiñ ar c'helc'h-se e c'halver "mirourien" ar pevar avel. Implijout a ra ar wiccanourien alies an elfennoù klasel en o lidoù, daoust ma c'hell an dra-se kemm hervez an hengounioù. Pep nerzh pe stumm a vez gwelet evel un displegadenn eus unan eus ar peder elfenn pe eus meur a hini. En hengounoiù 'zo e lakaer ur pempvet elfenn, "spered" e anv. Pemp penn ar pentagramm a arouez ar peder elfenn hag ar spered[20] Tuet war-du al laez e vez atav hemañ. Goude savidigezh ar c'helc'h e c'heller lidañ ur gouel, pediñ an doueez pe an doue, pe ober hudouriezh.
Kalz wiccanourien a implij binvioù hud en o lidoù. Enderc'hel a reont ar skubell, ar chidouarn, ar c'halir, ar wialenn, Levr ar Skeudennoù, an Azhame, ar bolin, kantolioù, strink, ar pentakl hag ezañs. Un aoter a vez alies, gant un delwenn pe ur skeudenn eus an doueez pe eus an doue warnañ[21]. Kent mont e-barzh ar c'helc'h e tleer, en hengounioù 'zo, yuniñ pe kibellañ. Goude echu al lid e serrer ar c'helc'h.
Gouelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvel eo ar gouelioù wiccan diouzh re ar gristienien. Merket eo pep loargann, ha gwechoù 'zo pep loar nevez, gant ul lid, "esbat" e anv. "Rod ar bloaz" a vez heuliet gant ar wiccanourien, hag eizh gouel anvet "sabbat" a lidont[22]. Gant gouelioù keltiek e klot ar pevar gouel brasañ : Samhain, Beltain, Imbolc ha Lughnasadh. Ar sabbatoù bihanoc'h eo an daou c'hoursav-heol hag an div gedez, a anvont Litha (goursav-hañv), Yule (goursav-goañv), Ostara (kedez an nevezamzer) ha Mabon (kedez an diskaramzer). Dont a ra anv ar gouelioù-se eus al liesdoueegezh c'hermanek pe keltiek, met n'int ket adsavadurioù ha disheñvel-tre int diouzh al lidoù kozh.
Handfasting ("eurediñ dre skoulmañ dorn") a reer eus an eured wiccan. Wiccanourien 'zo a ra euredoù-esae na badont nemet ur bloavezh hag un devezh. Hervez hengounioù 'zo e tleer lidañ an euredoù-se e Lughnasadh hepken rak an amzeriad hengounel evit "euredoù Teltown" e oa en Iwerzhon[23]. Bez' ez eus ivez ul lid a-ziforc'h da zegemer ar vugale nevez-c'hanet, Wiccaning e anv ; lakaat a ra ar bugel dindan gwarez an doueed met ne dalvez ket e tleo-eñ heuliañ un hent pagan pa vo koshoc'h.
Levr ar Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Wicca e vir ar grederien un deizlevr prevez pe un dastumad skridoù relijiel anvet "Levr ar Skeudennoù"[24]. Er strolladoù gant ul lignez, evel er Wicca c'hardnerian, e tle al levr-se chom kuzh estreget evit izili ar strollad[25],[26], ha darn anezho, evel ar "Wiccan Rede" pe The Charge of the Goddess, a vez implijet gant wiccanourien ziuzer. Evito e vez Levr ar Skeudennoù kentoc'h un deizlevr pe un teskad personel a grouont evito o-unan.
Hengounioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Wicca ec'h empleg ar mennozh "hengoun" treuzkasadur ul lignez dre zeskoni. Kalz hengounioù zo, ha bez' ez eus kalz wiccanourien digenvez pe diuzer na vezont liammet ouzh lignez ebet. Deskrivet eo an hengounioù oberiant e Stadoù-Unanet Amerika e Drawing Down the Moon: Witches, Druids, Goddess-Worshippers, and Other Pagans in America Today'' gant Margot Adler, Spiral Dance gant Starhawk, hag Her Hidden Children: The Rise of Wicca and Paganism in America gant Chas S. Clifton.
Peogwir n'eus beli greizennel ebet gouestl da spisaat an harzoù etre an hengounioù e kemmesker alies an hegounioù lignezet hag ar re diuzer. Evit an abeg-se en em anv al lignezoù o tiskenn eus Gerald Gardner "wiccanourien hengounel vreizhveuriat".
Kendivizadoù ha wiccanourien digenvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar wiccanourien e vez aozet ul lignez e kendivizadoù, ur beleg-uhel hag ur velegez-uhel en o fenn. Ur c'houbld desket en trede derez e vezont peurliesañ. A-wechoù e vez penn ur c'hendivizad desket en eil derez hepken. Sujet int d'ur penn-kendivizad neuze. Er c'hendivizad e vez graet deskadurezh ar wiccanourien nevez peurliesañ, met pas atav, ha bez' ez eus wiccanourien ul lignez ganto hep liamm ouzh kendivizad ebet[27].
Hervez an hengoun e tlefe an c'hendivizadoù kaout 13 ezel[27] met n'eo ket ret. Kalz bihanoc'h e vezont en Amerika avat, daoust ma c'hellont degemer wiccanourien arall e-pad "lidoù digor". Pa gresk ur c'hendivizad e vez disrannet e meur a goent bihanoc'h a chom liammet an eil re ouzh ar re arall.
Dleout a ra an izili nevez gortoz un bloavezh hag un devezh kent bezañ desket. E kendivizadoù 'zo avat, ez eus ul lid arbennik, graet kent an deskadurezh ofisiel, a ro d'an ezel nevez ar gwir da gemer perzh el lidoù.
Ar wiccanourien diuzer, diouzh o zu, a vez digenvez ar peurliesañ. Gallout a reont kemer perzh e bodadegoù met en o unan e reont o lidoù. Kalz niverusoc'h eget re ul lignez ganto ez int neuze, war a seblant, ha kalz kemmusoc'h eo o c'hredennoù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz tabutoù zo diwar-benn orin ar Wicca. Gerald B. Gardner en doa lakaet ar relijion da foran er bloavezhioù 1950. Hervezañ, goude e zistro eus Azia en devefe kejet ouzh ar New Forest coven — a vefe ur strollad sorserezed pagan en em vode en New Forest e Su Bro-Saoz — ha gantañ e oa bet kelennet. Gant aon nad afe ar relijion da get[28] e skrivas ul levr, Witchcraft today ("Ar sorserezh hiziv") a voe embannet e 1954. Heuliet e voe gant unan arall e 1959, The Meaning of Witchcraft ("Ster ar sorserezh"), ma tisplege un darn eus kredennoù ha lidoù ar Wicca. A-drugarez dezho e tedennas kalzik izili nevez er bloavezhioù 1960. War a seblant, un darn vras eus menozhioù Gardner a zeu eus skridoù kevrinourien arall evel Aleister Crowley (1875-1947) hag ar pezh a chom en deus nebeut a genstagusted ha savet e oa bet war danvezioù amprestet digant andonioù arall. Ur patchwork e ra Roger Dearnaley anezhañ[29]. Gardner a lavar avat e oa darnaouek-tre al lidoù hag ar c'hredennoù a oa bet kelennet dezhañ, hag ret e oa bet dezhañ o c'hlokaat. Hervezañ ez eo un aspadenn eus ar relijion bagan kozh eus Europa, met klaskourien evel Aidan Kelly ha Francis X. King a gred en-deus ijinet anezhi penn-da-benn[30] dre implijout un darn eus damkaniezh an doktorez Margaret Murray diwar-benn natur an hudouriezh europat, garmoù-hud deuet eus Aradia, or the Gospel of the Witches[31] hag an hudouriezh lidel]][32]. Reoù arall evel Philip Heselton a gred, avat, ne oa ket ken kozh ar relijion-se hag ma soñje da C'hardner met hervezo e vefe bet a-feiz-vat.
Hervez Isaac Bonewits e teufe ar Wicca eus un adsav kevrinour e deroù an XXvet kantved kentoc'h eget eus un aspadenn eus ur relijion bagan gozh[33]. Boutin a-walc'h e oa mennozh un doueez-vamm er marevezhioù viktorian (1837-1901) hag edwardian (1901-1914) ha daoust ma oa raloc'h a zaveoù ouzh un doue kornek — liammet ouzh an doueed Pan pe Faunus — e chomont niverus a-walc'h[34]. An daou veizad-se a oa paot a-walc'h el lennegezh hag er skridoù akademek[35].
Ezporzhiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur relijion gevrinus e oa ar Wicca c'hardnerian. Ne zegemered nemet ar re a oa bet kelennet en ur c'hendivizad. Ezporzhiet e voe e Norzhamerika gant Raymond Buckland (1934-2017), ur Breizhveuriad harluet a oa bet kelennet e Manav. Buan en em skignas ar relijion nevez, ha tra ma kreske niver an dud kelennet e krogas tud nann-kelennet da grouiñ lidoù evito o-unan[36].
En Amerika eo e oa bet krouet meizad an doueez Dianic Wicca gant gwregelourezed. N'eus liamm a lignez ebet etre ar Wicca hengounel hag an Dianic Wicca, hag an danvez embannet a empleg krouiñ he lidoù dezhi hec'h-unan. N'eo ket dedennet gant an doue kornek, ha disteurel a ra lignez ha urzhaz ar Wicca c'hardnerian. Lidoù a emgelennadur a voe krouet da reiñ tro d'an dud da dreiñ war-du ar relijion, mar n'o deus darempred ebet gant nep kendivizad.
E Breizh-Veur, tud kelennet gant Gardner a grogas de grouiñ lignezioù distag. Unan eus ar re vrudetañ eo an Alexandrian Wicca. Gant kresk niver ar gredourien hag embannadur levrioù evel re ar Stadunanad Scot D. Cunningham (1956-1993) diwar-benn Wicca e krogas kalz tud da gemer perzh e lidoù wicca hep bezañ bet kelennet hag hep bezañ izili ouzh ur c'hendivizad. An dra-se en deus lakaet ar wiccanourien gelennet d'en em envel "Wicca Hengounel Breizhveuriat".
Niver ar wiccanourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diaes-tre eo niveriñ ar wiccanourien, pe izili forzh pe strollad nevez-pagan[37]. Enklaskoù zo bet graet avat : e 2018 e oa war-dro 1,5 milion a Wiccanourien e SUA ; etre 3 ha 5 milion anezho zo er bed a-bezh[38].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Adler, Margot. Drawing Down the Moon: Witches, Druids, Goddess-worshippers and Other Pagans in America Today. Beacon Press, 1979 (ISBN 0-8070-3237-9)
- (en) Bonewits, Isaac : Bonewits's Essential Guide to Witchcraft and Wicca – Rituals, Beliefs and Origins. Kensington, 2006 (ISBN 978-0-8065-2711-6)
- (en) Buckland, Raymond : Buckland's Complete Book of Witchcraft. Llewellyn Publications, 1986 (ISBN 0-87542-050-8)
- (en) Clifton, Chas. S. : Her Hidden Children: The Rise of Wicca and Paganism in America. Rowman Altamira, 2006 (ISBN 07591020023)
- (en) Crowley, Vivianne : Wicca: The Old Religion in the New Age. The Aquarian Press, 1989 (ISBN 0-85030-737-6)
- (en) Crowther, Patricia : Witch Blood! The Diary of a Witch High Priestess!. House of Collectibles, 1974 (ISBN 0876371616)
- (en) Farrar, Janet & Stewart : A Witches' Bible: The Complete Witches Handbook. Phoenix Publishing, 1981 (ISBN 0919345921)
- (en) Farrar, Janet & Stewart (1981) : Eight Sabbats for Witches. Robert Hale Publishing, 1992 (ISBN 0709047789)
- (en) Farrar, Janet & Bone, Gavin Bone : Progressive Witchcraft: Spirituality, Mysteries, and Training in Modern Wicca. New Age Books, 2004 (ISBN 1564147193)
- (en) Gardner, Gerald B. (1954) :Witchcraft Today. Mercury Publishing, 1999.
- (en) Gardner, Gerald B. (1959) : The Meaning of Witchcraft. Copple House Books, 1988.
- (en) Gardner, Gerald B. : Witchcraft and the Book of Shadows. I-H-O Books, 2004.
- (en) Holzer, Hans : The New Pagans. Doubleday, 1972.
- (en) Kelly, Aidan : Crafting the Art of Magic, Book I: A History of Modern Witchcraft, 1939-1964. Llewellyn Publications, 1991 (ISBN 0875423701)
- (en) Leland, Charles Godfrey (1899) : Aradia, or, the Gospel of the Witches. Phoenix Publishing, 1998 (ISBN 0-919345-34-4)
- (en) Heselton, Philip : Wiccan Roots: Gerald Gardner and the Modern Witchcraft Revival. Capall Bann, 2001 (ISBN 18616311039)
- (en) Hutton, Ronald (1999) : The Triumph of the Moon: A History of Modern Pagan Witchcraft. Oxford University Press, 2005 (ISBN 0198207441)
- (en) Pearson, Joanne & al. : Nature Religion Today: Paganism in the Modern World. Edinburgh University Press, 1998 (ISBN 0-748-61057-X)
- (en) Starhawk : Spiral Dance: A Rebirth of the Ancient Religion of the Goddess. HarpezCollins, 1999 (ISBN 978-0-06-251632-9)
- (en) Valiente, Doreen (1973) : An ABC of Witchcraft Past and Present. Phoenix Publishing, 1988 (ISBN 0-919345-77-8)
- (en) Valiente, Doreen : The Rebirth of Witchcraft. Robert Hale Publishing, 1989 (ISBN 0709037155)
- (en) Valiente, Doreen : The Charge of teh Goddess. Doreen Valiente Foundation, 2014 (ISBN 978-0-9928430-0-7)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Covenant of the Goddess (USA). Kavet : 13/03/2025.
- (en) The Pagan Federation. Kavet : 13/03/2025.
- (en) The Pomegranate: The International Journal of Pagan Studies. Kavet : 13/03/2025.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Gardner 1999.
- ↑ Heselton 2001.
- ↑ Adler 1979.
- ↑ Gardner 1954, pennad 10, p. 102.
- ↑ (en) Bonewits, Isaac (2007) : Defining Paganism: Paleo-, Meso-, and Neo-
- ↑ 6,0 ha6,1 (en) New Wiccan Church International
- ↑ Pearson 1998, p. 6.
- ↑ Farrar 1981, pp. 181-182.
- ↑ Gardner 1988, pp. 260-261.
- ↑ Gardner 1988, pp. 26-27.
- ↑ Crowther 1974.
- ↑ Adler 1979, pp. 25, 34-35.
- ↑ Farrar 2004.
- ↑ (en) Harrow, Judy. Exegesis on the Rede
- ↑ Lembke, Karl (2002) : The Threefold Law.
- ↑ Farrar 1981.
- ↑ Valiente 1989, pp. 70-71.
- ↑ Hutton 2005.
- ↑ Gardner 1954, pp. 69, 75.
- ↑ Valiente 1988, p. 264.
- ↑ Crowley 1989.
- ↑ Farrar 1981.
- ↑ Teltown (Tailtin en iwezhoneg) zo ur barrez e Kontelezh An Mhí.
- ↑ Crowley 1989, pp. 14-15.
- ↑ Gardner 2004.
- ↑ Farrar 1996.
- ↑ 27,0 ha27,1 Buckland 1986, pp. 17, 18, 53.
- ↑ Gardner 1954, pp. 18-19.
- ↑ (en) Dearnaley, Roger : An Annotated Chronology and Bibliography of the Early Gardnerian Craft. Kavet : 13/03/2025.
- ↑ Kelly 1991, pp. 41-42.
- ↑ Leland 1899.
- ↑ (en) Frew, Hudson D. : Crafting the Art of Magic: A Critical Review @ Wild Ideas. Kavet : 13/03/2025.
- ↑ Bonewits 2006.
- ↑ Hutton 2005, pp. 33-51.
- ↑ Hutton 2005, pp. 151-170.
- ↑ Holzer 1972.
- ↑ (en) Bonewits, Isacc (2005): How Many "Pagans" Are There?. Kavet : 03/03/2025.
- ↑ (en) How many people practice Wicca? @ Study.com. Kavet : 13/03/2025.