Mont d’an endalc’had

Wang Hao (c'hoarier echedoù)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Wang Hao e Karlsruhe (Alamagn) e 2018

Wang eo an anv-familh.

Wang Hao a zo bet ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1989 e Harbin, Heilongjiang (Sina).

Mestrc'hoarier echedoù sinaat.

Mestr Meur Etrebroadel e teuas da vout e 2005, p'edo c'hwezek vloaz, hep bout bet Mestr Etrebroadela-raok[1], gant an disoc'hoù bet tapet e 2005: e miz C'hwevrer en Open Aeroflot e Moskov (Rusia), e miz Ebrel en Open Dubai (Emirelezhioù Arab Unanet) hag e miz Eost en Open Malaysian Tan Chin Nam Opene Kuala Lumpur (Malaysia). Tournamant « Open » Dubai (miz Ebrel 2005) a voe e dournamant meur kentañ. N'edo ket titlet pa gemeras perzh: souezhet bras e voe an den o welet anezhañ o kemer ar c'hentañ plas en un doare splann gant 7 poent diwar an 9 hini posupl, dirak 53 Mestr Meur ha 30 Mestr Meur Etrebroadel. E miz Here 2007 e oa 2643 e renk Elo, pezh a lakae anezhañ er 75vet plas er bed hag er 5vet hini e Sina. Tournamant « Open » Dubai (miz Ebrel 2005) a voe e dournamant meur kentañ. N'edo ket titlet pa gemeras perzh: souezhet bras e voe an den o welet anezhañ o kemer ar c'hentañ plas en un doare splann gant 7 poent diwar an 9 hini posupl, dirak 53 Mestr Meur ha 30 Mestr Meur Etrebroadel. 2 701 edo e Renk Elo e miz Even 2025, an hini kreñvañ o vout 2 763 e miz Genver 2020.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]