Wang Guangmei

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

E 1921 e oa ganet Wang Guangmei ha d'an 13 Here 2006 e oa marv.

Intañvez Liu Shaoqi, bet Prezidant Sina e oa.

Eus ur familh a vourc'hizien e oa. Ur c'hevelaour pinvidik e oa he zad hag eñ a oa bet ministr er Republik a oa bet goude diskar rummad-rouanezh Qing.

E 1945 e oa bet tapet un diplom war ar fizik atomek ganti, e skol-veur gatolik Fu Jen e Pekin.

Saoznegerez e oa ha dre se e oa bet goulennet ganti bezañ jubennourez pa oa ezhomm gant ar jeneral George Marshall (SUA) da aozañ ar marc'hata etre Mao Zedong ha Tchang Kaï-chek pa oa echu ar brezel gant ar Japan. Implijet e voe an abadenn-mañ a-enepti pa vo an Dispac'h sevenadurel.

He fried, Liu Shaoqi, a yeas da heul Mao e 1959 pa oa aet al Lamm bras war-raok hebioù penn-da-benn. Wang Guangmei a voe skeudus e metoù uhel ar Stad e deroù ar bloavezhioù 1960. Ur vaouez gouiziek-tre ha kempennet-kenañ e oa hag outi e voe savet gwarizi gant Jiang Qing, anezhi gwreg Mao.

D'an 10 Ebrel 1967 e voe kaset d'un emvod-stourm e skol-veur Qinghua ha lu a voe graet outi gant miliadoù a studierien a oa dindan beli Mao. Un dro-c'houzoug bolotennoù ping-pong a voe lakaet dezhi ha tamallet e voe outi a vezañ ur spiourez evit SUA (pa oa bet jubennourez evito).

Etre 1967 ha 1979 e voe lakaet en toull-bac'h hag e 1979 e voe kelaouet e oa marv he gwaz...10 vloaz a-raok. Azbrudet e voe gant ar skipailh aet da benn ar vro goude Mao.

Mini monde chinois.2.png Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.