Víctor Jara
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Chile |
Anv e yezh-vamm an den | Víctor Jara |
Anv ganedigezh | Víctor Lidio Jara Martínez |
Anv-bihan | Víctor, Lidio, Victor |
Anv-familh | Jara |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Martínez |
Deiziad ganedigezh | 28 Gwe 1932 |
Lec'h ganedigezh | San Ignacio |
Deiziad ar marv | 16 Gwe 1973, 14 Gwe 1973 |
Lec'h ar marv | Santiago de Chile, Santiago commune |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Lec'h douaridigezh | Santiago General Cemetery |
Tad | Manuel Jara |
Mamm | Amanda Martínez |
Pried | Joan Jara |
Yezh vamm | spagnoleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Tachenn labour | Arzoù an arvest, sonaozañ, barzhoniezh |
Implijer | Universidad Técnica del Estado |
Karg | kannadour |
Bet war ar studi e | Skol-veur Chile |
Deroù ar prantad labour | 1959 |
Dibenn ar prantad labour | 1973 |
Strollad politikel | Sigma Party of Chile |
Relijion | lapsed Catholic |
Voice type | baritone |
Benveg sonerezh | mouezh, gitar |
Pladennrolladur | Víctor Jara discography |
Tachenn | traditional folk music, Kanaouennoù-stourm, nueva canción chilena |
Label sonerezh | Odeon |
Lec'hienn ofisiel | http://www.fundacionvictorjara.org/ |
Subject has role | victim of the Chilean military dictatorship |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | SCD |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Víctor Jara a zo bet ganet e Chillán (Chile) d'an 28 a viz Gwengolo 1932 ha marvet d'ar 16 a viz Gwengolo 1973 e Santiago.
Bugel labourerien douar, n'en doa ket Victor Jara desket ar sonerezh en ur skol sonerezh. E vamm an hini eo he deus kelennet rustennoù kentañ ar gitar dezhañ. Yaouank e teskas kanañ kanaouennoù gregorian e kloerdi Redentorista de San Bernardo. Da heul e tarempredas gant laz kanañ Skol-Veur Chile hag e kemeras perzh da sevel an abadenn Carmina Burana. War un dro e krogas gant e labour dastum hag enklask war ar folklor.
Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h e kenstagas ar gompagnunezh eus Enrique Noisvander hag e studias al leurennañ e skol teatr Skol-veur Chile.
Da 27 vloaz e voe rener ha merour ar pezh-c'hoari Parecido a la Felicidad skrivet gant Alejandro Sieveking. C'hoari a reas anezhañ en Arc'hantina, Uruguay, Venezuela ha Kuba. D'ar memes mare e enrollas div ganaouenn skrivet gant Violeta Parra asambles gant ar strollad Cuncumén
Kemer a reas perzh en Nueva Canción Chilena (Kanaouenn Nevez Chili), a zo bet a-bouez evit an treuzfurmadurioù sokial pennañ ar vro er bloavezhioù 60 ha 70. Goude bezañ kanet er strollad Quilapayún, e stagas gant ar vicher kanañ diouzh e du. Troet vo da ganañ kanaouennoù stourm, politikel-tre, asambles gant kanaouennoù karantez, ha buan a-walc'h e teuas da vezañ un den klevet ha doujet e-touez ar labourerien-douar, ar micherourien, hag an dispac'hourien. Victor Jara a stourmas ivez er Partido Comunista de Chile (Strollad komunour Chili) betek deiz e varv. A-drugarez da-se ha d'e bouez er bed sevenadurel e kemeras perzh bras ivez e-barzh gouarnamant an Unidad Popular (Unvaniezh ar Bobl) a oa Salvador Allende Gossens en e benn.
D'an 11 a viz Gwengolo 1973 (deiz taol stad an diktatour Augusto Pinochet a ziskaras gouarnamant ar prezidant Salvador Allende) ez eas Victor Jara da brezegenniñ en Universidad Técnica del Estado (Skol-Veur Stad an Teknikoù) evit lañsañ un emsav enep d'ar renad soudard nevez. Tapet gant an arme e voe kaset e sportva Chili, lec'h ma voe jahinet didruez a-raok bezañ lazhet.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1967 Víctor Jara
- 1969 Pongo en tus manos abiertas
- 1970 Canto libre
- 1971 El derecho de vivir en paz
- 1972 La población
- 1973 Canto por travesura
- 1975 Presente (posthum veröffentlicht)
Oberennoù troet e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al Liamm, niverenn 359, Kerzu 2006, seizh kanenn troet gant Iwan Couée :
- "Al loar 'zo brav bepred"
- "An arar"
- "Ne c'hellez ket mont war da c'hiz"
- "Lez ar vuhez da vont war-nij"
- "Pe vern din-me pediñ an neñv?"
- "Ar c'harrener"
- "Dit-te koulmig e fell din lavarout"