Vydūnas

Eus Wikipedia
Penn Vydūnas war ur bilhed-bank lituanat

Vilius Storostas-Vydūnas (Jonaičiai, 22 a viz Meurzh 1868 - Detmold, 20 a viz C'hwevrer 1953), anavezetoc'h evel Vydūnas, a oa ur skrivagner ha prederour lituanat hag unan eus pennoù an emsav broadel lituanat e Lituania Vihan (e Prusia ar Reter).

Ganet e voe Vydūnas e kêriadenn Jonaičiai, e-kichen Šilutė, e Rouantelezh Prusia. Kaieret e oa bet gant an anv alamanek Wilhelm Storost, met Vilimas pe Vilius Storostas e oa e anv e lituaneg, yezh e familh. «Vydūnas» a gemeras evel anv-pluenn pa oa war-dro 40 vloaz. Mervel a reas e Detmold, en Alamagn, ma oa bet o chom goude an Eil Brezel-bed.