Voyager 1
Neuz

Voyager 1 zo ur sontenn stadunanat bannet gant an NASA d'ar 5 a viz Gwengolo 1977 evit studiañ planedennoù diavaez Koskoriad an Heol (Yaou, Sadorn).
Goude bezañ studiet Yaou hag hec'h adplanedennoù e 1979, Sadorn hag hec'h adplanedennoù e 1980, e krogas e 1989 rann etresteredel ar gefridi. E miz Eost 2012 ez eas er-maez eus an heliosfer, al lodenn eus an hollved a zo dindan levezon an Heol, hag ec'h antreas er metoù etresteredel.
Ar wech kentañ eo d'un ijinenn savet gant mab-den kuitaat koskoriad an Heol ha beajiñ dre ar metoù etresteredel-se. Betek ar bloaz 2025 e tlefe ar sontenn skignañ titouroù skiantel.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Voyager @ NASA.