Vix (Côte-d'Or)
Vix | ||
---|---|---|
![]() Iliz Sant-Marsel. | ||
![]() | ||
Bro | Bourgogn | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Bourgogne-Franche-Comté | |
Departamant | Côte-d'Or | |
Arondisamant | Montbard | |
Kanton | Châtillon-sur-Seine | |
Kod kumun | 21711 | |
Kod post | 21400 | |
Maer Amzer gefridi | Alain Aubert 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du Pays Châtillonnais | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 100 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 28 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 196 m — brasañ 306 m | |
Gorread | 3,53 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Vix a zo ur gumun c'hall eus departamant Côte-d'Or, e rannvro Bourgogne-Franche-Comté.
Deuet eo Vix da vezañ brudet dre gant ar c'havadennoù henoniezh zo bet graet eno. Roudoù e-leizh eus mare Sevenadur Hallstatt ( ganet en Hallstatt, en Aostria) ha deroù Sevenadur La Tène ( ganet e La Tène, e Suis) a oa bet kavet e 1953, traoù hag a ziskouez e oa annezet-stank al lec'h en amzerioù-hont. Bezioù eus mare ar Gelted zo bet kavet hag an hini brudetañ anezho, anvet Bez Vix, a oa enni korf ur vaouez, hag a veve war-dro 500 vloaz a-raok hon amzer hag a zo bet lesanvet "priñsez Vix". En amzer-hont e oa annezet ar c'horn-bro gant pobl al Lingones. E bez "priñsez Vix" e oa un toullad traezoù, bravigoù aour hag arem, listri, hag en o zouez ur pezh lestr arem, a reer anezhañ "Krater Vix" pe "Lestr Vix".