Mont d’an endalc’had

Vittorio Amedeo II

Eus Wikipedia
Vittorio Amadeo II

Vittorio Amedeo II (en italianeg Vittorio Amedeo II Francesco di Savoia), ganet e Torino e 1666 ha marvet e Moncalieri e 1732, a oa dug Savoia, markiz Saluzzo ha markiz ar Monferrato, priñs Piemonte ha kont Aosta, Moriana ha Nizza, adal 1675 betek 1720. Ouzhpenn-se e voe roue Sikilia adal 1713 betek 1720, pa deuas da vout roue Sardigna. Lesanvet e oa la Volpe Savoiarda (al louarn savoiat). Eñ eo kentañ roue tiegezh Savoia. A-raozañ e oa sujet politikerezh Piemonte da rouantelezhioù Gall pe Spagn, gantañ e voe savet banniel an dizalc'hted, evel da goulz seziz Torino e 1706.

Mab e oa d'an dug Carlo Emanuele II ha da Maria Giovanna Battista Savoia-Nemours.


Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anne Marie d'Orléans, dugez Savoia.
Anna Canalis, pried morganatek ar roue.

Dimeziñ a reas e 1684 da Anne Marie d'Orléans (1668 -1728). Bugale o doe.

Goude marv Anne-Marie d'Orléans e 1728, ec'h addimezas e miz Eost 1730, en un eured vorganatek, da Anna Canalis di Cumiana, kontez Cumiana, hag anvet da Markizez Spigno. Embannet e voe an eured d'an 3 a viz Gwengolo 1730. N'o doe bugel ebet.

Daou vastard en doe ivez gant Jeanne Baptiste d'Albert de Luynes, anavezet ivez evel Kontez Verrua: