Mont d’an endalc’had

Anna Canalis di Cumiana

Eus Wikipedia
Anna Canalis di Cumiana, poltred gant un arzour dianav.

Anna Carlotta Teresa Canalis di Cumiana (1680 – 1769) a oa pried morganatek Vittorio Amadeo II, Roue Sardigna. Anvet e oa bet da varkizez Spigno.

Ganet e oa en 1680, e Torino, er Palazzo Canalis. Merc'h e oa da Francesco Maurizio Canalis, Kont Cumiana, ha d'e bried Monica Francesca San Martino d'Agliè. Skoliet e voe en ur gouent e Torino, ha da 15 vloaz, en 1695, e voe degemeret e lez dug Savoia. Dimezell e oa gant Marie Jeanne Savoia, mamm an dug Vittorio Amadeo II, hag anvet e oa neuze Mademoiselle de Cumiana.

E 1703 e voe dimezet da Ignazio Francesco Novarina, Kont San Sebastiano, ha seizh bugel o doe. Gant an Dugez Marie Jeanne, he mestrez, e oa bet aozet an afer, pan he devoa gwelet e luche he mab, dimezet abaoe 1684 da Anne-Marie d'Orléans, war ar plac'h yaouank. Bugel kentañ ar priedoù nevez a lavarer anezhañ ne oa ket diwar oberoù ar c'hont met re an dug Victor Amadeus, hogen San Sebastiano ne reas ket trouz. Vittorio Amadeo hag Anna a genskrive kalzig, ma teuas da vout Anna da vout confidante an dug e-lec'h e bried an dugez Anne Marie.

En 1723 e kuitaas al lez gant he fried. Intañveziñ a reas d'ar 25 a viz Gwengolo 1724. Berr e oa an arc'hant ganti, ha Victor Amadeus he galvas en-dro d'al lez ma voe plac'h a gompagnunezh da Polyxena, Priñsez Piemonte, pried Charles Emmanuel, Priñs Piemonte ha pennhêr Vittorio Amadeo II.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.