Mont d’an endalc’had

Vittoria Colonna Henriquez-Cabrera

Eus Wikipedia
E kêr Vittoria : ar c'hoariva «Vittoria Colonna».
He zad, Marcantonio Colonna, breur d'ar varzhez

Vittoria Colonna Henriquez-Cabrera, (Marino, 1558 – Medina de Rioseco (Spagn), 1633) a oa Dugez Medinaceli, Kontez Modica, ha diazezourez kêr Vittoria (Italia). Merc'h e oa da Marcantonio Colonna (1535–1584), besroue Sikilia er XVIvet kantved. He zad-kozh Ascanio Colonna a oa breur d'ar varzhez Vittoria Colonna (1490 - 1547).

Daou vloaz goude marv he zad (e 1584), d'an 31 a viz Kerzu 1586, e timezas, dre hanterouriezh, ha gant aotre he breur Ascanio, da Ludovico III Henriquez de Cabrera, Amiral Kastilha, dug Medina de Rioseco (e Spagn). He fried, deuet da vout kont Modica e 1596, a varvas e 1600. Setu neuze Vittoria deuet da vout Kontez Modica en anv he mab Juan Alfonso Henriquez de Cabrera. Berr e oa an arc'hant ganti avat: ur bern dle en devoa graet he fried Ludovico III da-geñver eured Fulup III, roue Spagn, gant Marc'harid Aostria, arc'hdugez Aostria, e 1599 e Valencia.

Vittoria Colonna a reas he soñj goulenn digant roue Spagn an aotre da adsevel kêr Camarina, e Sikilia (hiriv e proviñs Ragusa) ha roet e voe dezhi gant Filippo III d'an 31 a viz Kerzu 1606. Vittoria e voe anvet ar gêr nevez, en enor dezhi e 1607.

En em dennañ a reas Vittoria Colonna en Spagn, hag eno e varvas e 1633, ha beziet e voe en iliz San Francisco e Medina de Rioseco e proviñs Valladolid.

E 1863 e voe digoret c'hoariva kêr Vittoria, hag anvet Vittoria Colonna en enor dezhi.