Verb-damskoazellañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb-damskoazellañ (Y.B.B.) pe damskorverb evit komz eus ur rummad verboù resis, aet hogozik da get o pouez semantikel, a dalvez da sevel troadelloù verbel implijet a-gevret gant un anv-verb, da skouer :
- "Fellout a ra din mont"
- Fellout a ra (verb-damskoazellañ displeget) din mont(anv-verb ar verb pennañ)
Evel ma tiskouez ar skouer-mañ e c'hell bezañ implijet ur verb kenskoazell a-gevret gant ur verb-skoazellañ :
- Fellout (anv-verb r verb-skoazellañ) a ra (verb-skoazellañ "ober" displeget) din (gouzañver mont (anv-verb ar verb pennañ)
Verboù-skoazellañ ha verboù-damskoazellañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvel eo ar verboù-damskoazellañ diouzh ar verboù-skoazellañ-rik rak daoust ha m'eo aet da get penn da benn pouez semantikel ar verboù-skoazellañ ha ne dalvezont ken da elfennoù frammadurel, diouzh an tu all avat daoust ha m'eo aet war wanaat pouez semantikel orin ar verboù-damskoazellañ n'eo ket aet da get penn-da-benn, ha peurliesañ ez eus ul liamm etre ster implij orin ar verb-damskoazellañ hag e arc'hwel en un troadell.
Doareoù verboù-damskoazellañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Isrannet e c'hell bezañ ar verboù-damskoazellañ e tri rummad pennañ hervez bep o arc'hwel.
- Verboù-damskoazellañ amzeriañ
Talvezout a reont da resisaat an amzer ma tegouezh un darvoud bennak, da skouer e galleg :
- La pluie doit revenir demain ("Glav a raio warc'hoazh sur")
- Verboù-damskoazellañ doareañ
Tennañ a reontd'ar fed ma c'hell c'hoarvez un darvoud bennak, d'ar hetiñ ha d'ar fed ma rank c'hoarvezout un darvoud bennak, da skouer e brezhoneg :
- Gallout (a raio) dont
- Karout (a rafen) mont
- Rankout (a rez) mont
- Verboù-damskoazellañ aveziañ
Talvezout a reont da resisaat an arvez ma tegouezh un darvoud bennak, da skouer e galleg :
- Il vient (de) partir ("O paouez mont kuit emañ")
- Il se mit à pleurer ("Stagañ a reas da leñvañ")
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h pe seizh verb-damskoazellañ zo e brezhoneg. Peurliesañ e talvez ar verboù damskoazell e brezhoneg evit doareañ, implijet gantañ troiennoù all e lec'h verboù-damskoazellañ amzeriañ hag arveziañ, da skouer an araogennoù "war-nes", "o paouez", hag all.
Setu amañ roll ar verboù-damskoazellañ e brezhoneg (skouerioù diwar F. Kervella).
- Dleout ("Bezañ dav")
- Ar vugale a zle sentiñ ouzh o zud
- En ti-se eo e tle bezañ o chom
- Keñveriañ gant Dav eo dezhañ mont d'ar gêr diouzhtu
- Fellout
- Ne fell ket dezhañ lezel e verc'h da zimeziñ
- Gallout ("Bezañ gouest")
- Ha gallout a rit dougen ar samm-se ?
- Gallout evañ ur banne, pebezh plijadu !r
- An dra-se a c'hellfe bezañ
- Keñveriañ gant N'eo ket gouest na da gomz na da flach
- Karout ("Kaout c'hoant")"
- Me a garfe lenn al levr-se
- Mar karfes mont ivez
- Keñveriañ gant C'hoant en deus da lenn ar pennad-se
- Lakaat / Ober
- Lakaet em eus ober ur re votoù nevez
- → E/ he lakaet em eus da ober din ur re votoù nevez
- Lakaat a rin kas deoc'h al levr-se
- → Lakaet e vo al levr-se da vezañ kaset deoc'h
- Gra ar c'hi-se mont kuit alese 'ta!
- 'Graet en deus dezhañ kas e labour da benn'
- Rankout ("Bezañ ret")
- Mervel a ranko an holl dud
- Mont a rankan kuit diouzhtu
- Evit bezañ ken kastiz e rank bezañ klañv
- Keñveriañ gant Ret eo mervel
- Keñveriañ gant Ret eo deoc'h holl mont