Mont d’an endalc’had

Velai

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Velay)
Velai
  • ██ Velai, er gevred
  • Velai (okitaneg ; Velay e galleg, ofisiel) zo ur vro istorel en Okitania, en Torosad Kreiz, e gevred ar rannvro Arvern. Ur vro okitanek eo hag e-pad pell eo bet staget ouzh proviñs Lengadok.

    Dont a ra anv ar vro eus hini ur bobl c'halian anvet Vellavii e latin.

    Lo Puèi de Velai (Le Puy-en-Velay hervez ar galleg) eo kêr-benn ar vroig-se, ha Sinjau eo ar gêr vras all.

    Da vare an Dispac'h Gall ec'h eas Velai d'ober an departamant Haute-Loire, an darn vrasañ anezhañ gant an div drederenn eus al lodenn reter. Velai n'emañ ket e rannvro istorel Arvern met staget eo bet ouzh ar rannvro velestradurel Arvern.