Vallabhbhai Patel

Eus Wikipedia
Sardar Vallabhbhai Patel

Vallabhbhai Jhaverbhai Patel (distaget [ʋəlləbˈbʱaːi pəˈʈeːl] en hindi) a oa ur politiker eus India hag unan eus saverien Republik India evel stad dizalc'h. Unan eus pennoù Kendalc'h Broadel India (Indian National Congress) e oa hag ur plas bras en deus bet er stourm evit an dizalc'hiezh. Lesanvet e voe Sardar, ur ger hag a dalvez "penn", "rener" en hindeg hag en ourdoueg.

Ganet e voe d'an 31 a viz Here 1875 ha tremen a reas e yaouankiz e Gujarat. Mont a reas da Vro-Saoz da studiañ ar gwir. Dont a reas da India en-dro da labourat evel alvokad e Ahmedabad e 1913. Harp a roas da stourmoù ar beizanted e Gujarat hag evel-se e teuas da vezañ un den a bouez er vro-se. Buan a-walc'h e tapas kargoù uhel e Kendalc'h Broadel India ha gantañ e voe aozet kabalerezh ar gostezenn e 1934 hag e 1937. Meur a wech e voe harzet gant ar Saozon abalamour d'e obererezh politikel ha toullbac'het e voe d'an 9 a viz Eost 1942 abalamour d'e gabalerezh evit al luskad "Quit India Movement" a glaske lakaat ar Saozon da guitaat India.

Pa zeuas India da vezañ ur stad dizalc'h e voe anvet da Vinistr an Diabarzh e gouarnamant Jawaharlal Nehru. Er garg-se e reas war-dro ar repuidi a guitae Pakistan da zont da India ha harp a roas da adlakaat ar peoc'h da ren er vro, goude an troc'h etre an div vro nevez, India ha Pakistan. Gantañ e voe aozet unvaniezh ar stadoù disheñvel a oa en Indez, stadoù ar priñsed, gant ar "Raj", ar vro a oa bet e dalc'h Impalaeriezh Breizh-Veur. Kalz a nerzh a lakaas e-barzh al labour unvaniñ-se hag abalamour da se e tapas al lesanv a "Iron Man of India". A-drugarez dezhañ, evit ul lodenn vat, ne zirollas ket ar brezel-diabarzh er vro goude muntr Gandhi. Gantañ ivez e voe aozet melestradurezh nevez India.

Klañv e oa avat ha mervel a reas d'ar 15 a viz Kerzu 1950, e Mumbai. Pa voe devet e gorf, e oa ur milion a dud o kemer perzh el lid hag en o zouez ar C'hentañ Ministr, Jawaharlal Nehru, ha Prezidant ar Republik, Rajendra Prasad.

Un devezh e koun Patel, anvet "Rashtriya Ekta Diwas", a vez lidet en India abaoe 2014, da zeiz e c'hanedigezh, an 31 a viz Here.