Völkischer Beobachter
Völkischer Beobachter (an evezhier poblek) a oa ur gazetenn alaman eus an tu dehou pellañ, bet embannet etre 1919 ha 1945.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er penn-kentañ e oa anvet Münchener Beobachter, hag e teuas da vezañ Völkischer Beobachter e 1919.
Adprenet e voe gant NSDAP e miz Kerzu 1920 pa oa o vont d'ar strad abalamour da ziaesterioù argant. Dietrich Eckart a voe lakaet da bennskrivagner. Adolf Hitler a lakaas anezhi da vezañ kazetenn ofisiel ar strollad nazi, hag e voe lakaet Alfred Rosenberg da bennskrivagner e 1923. Ma oa gwerzhet tro 8 000 skouerenn pa voe krouet ar gazetenn e voe gwerzhet 25 000 skouerenn en diskar-amzer 1923 (pa voe aloubet ar Ruhr), ouzhpenn 120 000 e 1931 ha betek 1 milion 700 000 a skouerennoù e 1944.
Ur gazetenn sizhuniek e oa da gentañ. Adalek an 8 a viz C'hwevrer 1923 e teuas da vezañ ur pemdezieg. Goude "putsch an davarn" (8 a viz Du 1923), ne voe ket mui embannet betek ar 26 a viz C'hwevrer 1925. An embann a chomas a-sav da vat e dibenn miz Ebrel 1945, un nebeud deizoù a-raok kodianidigezh an Trede Reich.