Mont d’an endalc’had

Vesera

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Vézère)
Ur pont kozh war ar stêr Vesera

Ar Vesera (Vézère e galleg) zo ur stêr 211 km hed a red e departamantoù Corrèze ha Dordogne hag en em daol er stêr Dordonha.

Brudet eo traonienn ar Vesera abalamour ma kaver enni mougevioù ha goudorioù o deus roet bod da dud ar Ragistor. En draonienn emañ Cro-Magnon ha Lascaux, da skouer. Gant UNESCO e oa bet lakaet an tolead e roll lec'hiennoù ar Glad bedel e 1979.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.