Mont d’an endalc’had

Urzhad

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Usurzhad)

E bevoniezh e reer urzhad eus rannad ur gevrennad. E rummatadur ar bevien emañ an urzhad etre ar gevrennad hag ar c'herentiad. Ar pevare derez eo an urzhad e skeuliad rummatadur reizhiadek ar bevien.

Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E diwezh anvioù an urzhadoù e kaver al lostger latin -ales evit ar plant, ar bezhin hag ar foue.
Evit pezh a sell ren al loened ez eo lakaet e plas lostgerioù dindan renk an uskerentiad hepken (ICZN mellad 27.2). Koulskoude e kaver alies al lostger -formes e diwezh anvioù an urzhadoù. Talvezout a ra da lavaret e vez bodet spesadoù dezho an hevelep neuz en urzhad.

Skouerioù :