Urraca Iañ León
Urraca Iañ León ha Kastilha (1081-1126) a oa rouanez León ha Kastilha (1109–1126). Ren a reas war-lerc'h he zad, Alfonso VI León ha Kastilha (c. 1047-1109),
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Urraca e 1081. Merc'h e oa da Alfonso VI (c. 1047-1109), roue León ha Kastilha, ha d'e eil pried, Constanza de Borgoña.
He zad a oa mab da Fernando Iañ, roue León ha kont Kastilha, ha da Sancha León, merc'h da Alfonso V León. He mamm a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Roperzh Iañ Bourgogn, ur mab da Roperzh II Bro-C'hall, an eil roue gall eus an Tiegezh Capet, ha da Hélie de Samur.
Kontez Galiza
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1093 e oa ganet he lezvreur Sancho Alfónsez, a dlee ren war-lerc'h o zad. Daou vloaz goude, en 1095, e voe dimezet Urraca da Raimundo de Borgoña, pe Remont Bourgogn, ur priñs gall erruet e León goude Emgann Sagrajas, pa oa bet galvet priñsed kristen Europa gant Alfonso VI d'ober ur brezel d'ar vuzulmaned a breizhatae e zouaroù.
En 1095 ivez e timezas ar roue Alfonso VI e verc'h all, Teresa de León, da Henrique de Borgonha, hag e rannas Galicia en div gontelezh : kontelezh Galicia da Urraca ha Raimundo, ha kontelezh Portucalense, enni an douaroù entre ar stêrioù Duero ha Miño, da Teresa hag Enrique, hag ar gontelezh-se eo a deuio da vezañ rouantelezh Portugal.
E 1107 e varvas he fried gall, Raimundo de Borgoña. Ur mab o doa bet, Alfonso Ramires, a renas diwezhatoc'h evel Alfonso VII.
E 1108 e varvas Sancho er brezel, ha setu Urraca pennhêrez.
Rouanez Aragon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa'c'h addimezas da Alfonso Iañ Aragon e oa deuet pep hini eus an daou bried da vezañ kenroue egile. Se zo kaoz e voe lakaet soudarded eus Aragon gant Alfonso, e kêrioù Kastilha ha León. Diwar se e savas brezel diabarzh. Gwashaat a reas an traoù c'hoazh entre ar priedoù. Kavet e voe un abeg a genwadelezh ha goulennet digant ar pab Paskal II terriñ an eured.
Goude dispartiet an daou bried e kendalc'has ar brezel diabarzh ha n'echuas nemet en 1126, gant marv Urraca.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas.
- E 1095 da Remont Bourgogn
- E 1109 da Alfonso Iañ Aragon. En 1114 avat e tispartias an daou bried, dre ma ne roe Urraca mab ebet d'ar roue, ha rannet e voe o div rouantelezh.
He mab Alfonso VII el Emperador a renas war he lerc'h.