Constanza de Borgoña

Eus Wikipedia
Bihanboltred Constanza de Borgoña.

Constanza de Borgoña (e spagnoleg), pe Constance de Bourgogne e galleg (1046 – 1092), a oa ur briñsez c'hall hag a voe rouanez León ha Kastilha.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Roperzh Iañ Bourgogn, dug Bourgogn, ur mab d'ar roue gall Roperzh II Bro-C'hall, a oa an eil roue eus an Tiegezh Capet, ha d'e bried Hélie de Sémur. Moereb e oa d'an duged Huon Iañ Bourgogn hag Eudes Iañ Bourgogn, ha da Henrique de Borgonha, kont Portugal.

Dimezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1065, da naontek vloaz, e timezas Constance d'ar c'hont Hugues II de Châlon. Pevarzek vloaz e vevjont a-gevret ha bugel ebet n'o doe. Mervel a reas Hugues II de Châlon, e 1078.

Daou vloaz goude ec'h addimezas (a-raok an 8 a viz mae 1080) da Alfonso VI León, roue León, intañv evelti. C'hwec'h bugel a roas dezhañ neuze, met mervel a rejont holl, ha ne chomas nemet ur verc'h, Urraca, a renas war-lerc'h he zad Alfonso. Ur verc'h all, Elvira a oa marvet en yaouank.

Buhez e León[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talbenn Manati Beneadadezed Sahagún, ma emañ relegoù ar rouanez Constanza de Borgoña.

Bec'h he doe gant he fried, ac'h ae da redek an douilhez. Ur palez a savas e Sahagún (Spagn), e-kichen Manati San Benito, hag un templ a savas ennañ da santez Mari Madalen.

A-hervez he dije klasket reiñ harp d'ar Cid Campeador, a oa bet harluet gant he fried. Gervel a reas ar manac'h gall sant Lesmes da lakaat al liderezh roman e-lec'h an hini mozarab a oa diazezet er vro.

Marvioù an daou bried[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Constanza e 1093, da 46 vloaz. Beziet e voe e Manati Los Santos Facundo y Primitivo e Sahagún (Spagn). Mervel a reas Alfonso e 1109, goude addimeziñ meur a wech. O merc'h Urraca a renas neuze e div rouantelezh León ha Kastilha .